Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/378

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. NEVENTIZOU, 24.

Shimei : Shelomith, Haziel hag Haran, tri. Ar re ze eo chefou tadou famil Laedan. 10 Mibien Shimei : Jakath, Zina, Jeush ha Beria ; ar re ze eo pevar mab Shimei. 11 Jakath oa ar chef, ha Zina an eil ; Jeush ha Beria n’ho doe ket kalz a vugale, hag e rejont eun ti hepken a dadou en niveramant.

12 Mibien Kehath : Amram, Jitaehar, Hebron hag Uziel, pevar. 13 Mibien Amram : Aaron ha Moizez. Aaron a oe lakeat a du evit beza kenzagret evel santel-meurbed, hen hag he vibien, da viken, evit kinnig ar parfumou dirag an Aotrou, evit ober he zervich hag evit benniga da viken en he hano. 14 Divarbenn Moizez, den Doue, he vugale a oe niveret en poblad Levi. 15 Mibien Moizez ; Guershom hag Eliezer. 16 Mibien Guershom : Shebuel, ar c’henta. 17 Ha mibien Eliezer a oe : Rekabia, ar chef. Eliezer n’hen doe ket a vugale all, mes bugale Rekabia a oe niveruz meurbed. 18 Mibien Jitsehar : Shelomith, ar chef. 19 Mibien Hebron : Jerija, archef ; Amaria, an eil ; Jakaziel, an drede ; ha Jekameam, ar bevare. 20 Mibien Uziel : Mika, ar chef ; ha Jishija, an eilved.

21 Mibien Merari : Makli ha Mushi. Mibien Makli : Eleazar ha Kis. 22 Eleaz&r a varvaz hep kaout mibien ; mes merc’hed hen doe ; ha mibien Kis, ho breudeur, a zimezaz dezhei. 23 Mibien Mushi : Makli, Eder ha Jeremoth, tri.

24 Ar re ze eo bugale Levi, hervez tiez ho zadou, chefou an tadou, hervez ho niveramant, en em niveri an hanoiou dre benn. En eur implija a reent en servich ti an Aotrou, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h. 25 Rag David hen doa lavaret : An Aotrou, Doue Israel, hen deuz roet diskwiz d’he bobl, hag e choumo en Jerusalem da viken ; 26 hag al Levited n’ho devezo ken da zougen ar Choumach, nag an holl veseliou evit he zervich. 27 Rag hervez urzou diveza David eo hen doe lec’h niveramant bugale Levi, adaleg an oad a ugent vloaz hag huelloc’h. 28 Ho flas a oe en kichen bugale Aaron, evit servich ti an Aotrou ; karget e oant euz al leuriou hag euz ar c’hamprou, euz purifikasion an holl draou zantel, hag euz labour servich ti Doue ; 29 euz a baraou a ginnig, euz ar bleud kun evit ar c’hinnig, euz ar gwastellou hep goel, euz ar pez a boaz var ar plik, euz ar pez a zo rostet, hag euz an holl vuzuriou a zalc’h hag a hed. 30 Beza ho doa d’en em gaout bep mintin ha bep abardaez da veuli ha da selebri an Aotrou ; 31 ha da ginnig dalc’hmad, dirag fas an Aotrou, holl sakrifisou-losk an Aotrou : en deiziou sabbat, en deiziou a loariou nevez ha d’ar gweliou, hervez an niver, hervez ar gourc’hemen divarben an traou ze. 32 Rei a reent ho evez d’an tabernakl a gemennadurez, d’ar santuar, ha da vugale Aaron, ho breudeur, evit servich ti an Aotrou.


24 Divarben bugale Aaron, setu ho renkou : Mibien Aaron : Nadab, Abihu, Eleazar hag Ithamar. 2 Mes Nadab hag Abihu a varvaz araog ho zad, ha n’ho doe mab ebet ; hag Eleazar hag Ithamar a rea ar velegiach. 3 Ha David a lodennaz anezhei, hervez ho renk er servich, Tsadok a douez bugale Eleazar, hag Akimelek a douez bugale Ithamar. 4 En em gaout a reaz entouez bugale Eleazar muoc’h a chefou evit entouez bugale Ithamar, hag e oent lodennet evelhen : evit bugale Eleazar c’hwezek chef ti a dadou, hag evit ti Ithamar eiz chef ti a dadou. 5 Renket e oent dre ar zort, an eil goude egile ; rag chefou ar santuar ha chefou ti Doue a oa bugale Eleazar ha bugale Ithamar. 6 Shemaja, ar skrib, mab Nathanael, euz a bablad Levi, a verkaz anezhei dirag ar roue hag ar brinsed, dirag Tsadok, ar sakrifier, hag Akimelek, mab Abiathar, ha dirag chefou tadou ar sakrifierien hag al Levited. Eun ti a dad a oa tennet evit Eleazar, hag unan a oe tennet goude evit Ithamar.

7 Ar c’henta zort a zigwezaz da Jehojarib ; an eil, da Jedaeja ; 8 an drede, da Harim ; ar bevare, da Seorim ; 9 ar bempved, da Yalkija ; ar c’hwec’hved, da Vijamin ; 10 ar seizved, da Kots ; an eizved, da Abija ; 11 an naoved, da Jeshua ; an dekved, da Shekania ; 12 an unnekved, da Eliashib ; an daouzekved, da Jakim ; 13 an drizekved, da Huppa ; ar bevarzekved, da Jeshebeab ; 14 ar bemzekved, da Vilga ; ar c’hwezekved, da Immer ; ar seitekved, da Hezir ; 15 an driwec’hved, da Pitsets ; 16 an naontekved, da Betakia ; an ugentved, da Ezekiel ; 17 an unved varn-ugent, da Jakin ; an daouved varn-ugent, da Gamul ; 18 an drived varn-ugent, da Zelaja ; ar bevare vam-ugent, da Vaazia. 19 Evel se e oe ho renk evit ho zervich, evit