mont en ti an Aotrou, hervez ho reol, lakeat gant Aaron, ho zad, evel ma Hen doa an Aotrou, Doue Israel, he c’hourc’hemennet dezhan.
20 Divarhen an nemorant euz a vugale Levi, setu ama ho chefou : Euz a vibien Amram : Shubael ; hag euz mibien Shubael : Jekdeja ; 21 euz Rekabia, mibien Rekabia ; ar chef, Jishija. 22 Euz ar Jitzeharited : Shelomoth ; euz mibien Shelomoth : Jakath. 23 Mibien Hebron : Jerija, Amaria an eil, Jakaziei an drede, Jekameam ar bevare. 24 Mibien Uziel : Mika ; euz mibien Mika : Shamir. 25 Breur Mika : Jishija ; euz mibien Jishija : Zakari. 26 Mibien Merari : Makli ha Mushi, ha mibien Jaazija he vab. 27 Mibien Merari euz Jaazija he vab Shoham, Zakkur hag Ibri. 28 Euz Makli : Eleazar pehini n’hen doe mab ebet ; 29 euz Kis, mibien Kis : Jerakmeel. 30 Mibien Mushi : Makli, Eder ha Jerimoth. Ar re ze eo mibien al Levited, hervez tiez ho zadou. 31 Int ive, evel ho breudeur, bugale Aaron, a dennaz d’ar zort dirag ar roue David, Tsadok hag Akimelek, ha chefou tadou ar sakrifierien hag al Levited. Chef ti an tadou a dennaz holl evel an distera euz he vreudeur.
25 David ha chefou an arme a lekeaz a du evit ar zervich, ar re euz mibien Asaf, a Heman, hag a Jeduthun, pere a brofetize gant telennou, gant lirennou ha gallt timbalou. Ha setu an niver euz an dud implijet evit ar zervich pehini a dleent ober : 2 Euz mibien Asaf : Zakkur, Josef, Nethania hag Ashareela, mab Asaf, dindan urz Asaf, pehini a brofetize dindan urz ar roue ; 3 euz Jeduthun, mibien Jeduthun : Guedalia, Tseri, Ezai, Hashabia, Matthithia ha Shimei, c’hwec’h, dindan galloud ho zad Jeduthun, pehini a brofetize gant an delen evit meuli ha selebri an Aotrou ; 4 euz Heman, mibien Heman : Bukkija, Matthania, Uziel, Shebuel, Jerimoth, Hanania, Hanani, Elija tha, Guidalthi, Romamthi-Ezer, Joshbekasha, Mallothi, Hothir ha Makazioth. 5 Ar re ze holl a oa mibien Heman, Gweler ar roue, evit son ar c’horn hervez urz Doue. Ha Doue Hen doa roet da Heman pevarzek mab ha teir merc’h.
6 Ar re ze holl a oa dindan urz ho zadou, evit ar gan en ti an Aotrou, gant timbalennou, lirennou ha telennou, evit servich ti Doue. Asaf, Jeduthun hag Heman a oa dindan urz ar roue. 7 Ho niver, gant ho breudeur disket da gana d’an Aotrou, an holl dud ijinuz, a oa daou c’hant eiz ha pevar ugent. 8 Hag e tenjont d’ar zort evit ho c’hargou, bihan ha bras, mestrou ha diskibien.
9 Ar zort kenta a zigwezaz, evit Asif, da Josef ; an eil, da C’hwedalia, hen, he vreudeur hag he vibien, daouzek ; 10 an drede, da Zakkur, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 11 ar bevare, da Jitseri, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 12 ar bempved, da Nethania, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 13 ar c’hwec’hved, da Vukkija, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 14 ar seizved, da Jesbareela, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 15 an eizved, da Ezai, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 16 an naoved, da Vathallia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 17 an dekved, da Shimei, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 18 an unnekved, da Azareel, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 19 an daouzekved, da Hashabia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 20 an drizekved, 20 da Shubael, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 21 ar bevarzekved, da Vatthithia, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 22 ar bemzekved, da Jeremoth, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 23 ar c’hwezekved, da Hanania, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 24 ar seitekved, da Joshbekasha, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 25 an driwec’h ved, da Hanani, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 26 an naontekved, da Vallothi, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 27 an ugentved, da Elijatha, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 28 an unved varn-ugent, da Hothir, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 29 an daouved varn-ugent, da C’huiddalthi, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 30 an drived varn-ugent, da Vakazioth, he vibien hag he vreudeur, daouzek ; 31 ar bevarved varn-ugent, da Romamthi-Ezer, he vibien hag he vreudeur, daouzek.
26 Divarben renkou ar borserien, evit ar Gorited : Meshelemia, mab Kore, a douez mibien Asaf. 2 Mibien Meshelemia : Zakari,ar c’henta-ganet, Jediael an eil, Zebadia an drede, 3 Jathniel ar bevare, Elam ar bempved, Jokanam ar c’hwec’hved, Eljoenai ar seizved. 4 Mibien Obed-Edom : Shemaja, ar c’henta-ganet, Jehozabad an eil, Joak an drede, Sakar ar bevare, Nathallael an bempved. 5 Ammiel ar c’hwec’hved, Issakar ar seizved, Peullethai an eizved ;