Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E dorn pep-hini, eno, ez euz eur c’houlaouen,
Ha medalenn Remengol a luc’h enn ho c’herc’henn,
Evit renta testeni da dud ann holl vroiou
E ve, da gement hini he doug, gret burzudou.

Ne d-eo ket hen-nez hep-ken ar burzud e deuz gret,
Devez pardon Remengol, ar Werc’hez vinniget :
Ne c’hallfenn ket ho skriva ma ve red d’in henvel,
Kement burzud, en deiz se, zo gret e Breiz-Izel.

Dindan ho proteksion ni en em laka holl,
Mamm vad ann dud ezommek, Gwerc’hez sakr Remengol ;
Diwallit hp pugale, hag enn deiz, hag enn noz ;
Plijit, goude hon maro, hor c’has d’ar Baradoz.

Mar deu arne da zevel hag avel da iudal,
Mar deu ar glao da gouea hag ar mor da grozal,
Diskennit c’hoaz war ann oabr, da gas ann arne pell,
Ha da viret enep drouk hor bro gaer Breiz-Izel.

Tadou, mammou, bugale, deut gant devosion
Da bedi evit ho tud a zo war ar mor don ;
Deut da iliz Remengol, iliz ann holl Remed,
Hag e welfet ho tud kez, d’ar ger d’e-hoc’h digaset.