— Markizes ama n’ vefet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet !
Jannet Rio, ’vel ma klewas,
Da vord ann dour mont a reas :
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn
Pe me ’c’h a en dour, pe na inn ?
Mar an en dour, a vin beuet,
Mar chomman er-mês, ’vo lâret :
— Sell aze ur plac’h ’oa laeret,
Gant markis ar C’hleand ’oa êt !
Euz he gwall-êl a d-eûs sentet,
Euz he hini mad na d-eûs ket ;
Euz he hini mad na d-eûs ket,
Et eo en dour, hag ’eo beuet !
Markis ’r C’hleand hag ho bajig
Dremenas ’nn dour-ze abredig.
Ar paj-bihan a lavare
Da varkis ’r C’hleand, en de-se :
— ’N han’ Doue, sellet, mestrig paour,
Braoa femmelenn ’zo en dour !
Sellet euz he botou, he lêro,
Henvel euz re Jannet Rio !
— Mar ’ma Jannet Rio er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;
Me ’m eûs war he bis un diamant,
A gouste d’in ur skoed ha kant.
Markis ar C’hleand a lâre,
O kregi ’n he dorn euz ann dour-ze :
— Jannedig Rio, d’in lâret,
Petra ’zo kiriek m’hoc’h em veuet ?
— N’eo ar gouarneres milliget
’Zo kiriek ma ’z on em veuet.
Pa c’houlennis skabell, d’azea,
Mar ven markizes en ti-ma ;