Neuze ’savas he dorn ouz krec’h,
Ha ’skoas he mab, nerz he brec’h ;
Ha ’skoas ’nehan ken dic’hrad,
Evel ma skoje ur pez koad.
Pa deu Alliet ouz krec’h d’ann traon,
A flokenne ’r gwad ’n he boutaou :
Ha goude bea em walc’het,
D’he faotr marchosi ’d-eûs lâret :
— Klask bêlek d’ann aotro, ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he amzer diwean ;
Mar gweles aotro ’r Gervengi,
N’ lâr ket d’ehan pelec’h hec’h i.
Pa oa war ann hent o vonet,
Aolro ’r Gervengi ’n eûs gwelet.
— Un dra bennag ’c’h eûs a-newe
Pa ’z hoc’h ken beure war vale ?
— Ia, ’mehan, ann aotro ’zo klanv,
Me ’gred ’man ’n he heur diwean.
— Petra gant-han ’zo c’hoarveet ?
Deac’h diwean ’m eûs han gwelet ;
Bet ’oamp hon daou, deac’h, o vale.
Bet ’oamp hon daou, deac’h, er chase.
Ann aotro Kermengi ’c’houlenne
Bars en Koadjilinn p’arrue :
— Demad ha joa er c’hastel-man,
’Nn aotro Koadjilinn pelec’h ’man ?
— Eman ’n he wele, hag hen klanv,
Me gred al laournes ’zo gant-han.
— Ha pa vo klanv gant ar vosenn,
Me iel’ d’hen gwelt brema-soudenn.
N’oa ket ’n he gambr antreet mad,
Ma wele oa beuet 'n he wad :
— Alliet, me reï’ ho kourc’hemeno
D’ar braoa intanv ’zo er vro,