Isabell Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez oe :
— Deut-c’hui ganen-me d’ar c’hambrjo,
D’ c’hoaz ar c’haera ma abijo,
Hag un dousenn mouchouero,
D’ehan da sec’ha he daero ;
Dehan d’ sec’ha he daoulagad,
Rag goela ’raï’, m’hen goar er-vad.
Kloarek Krec’h-Menou a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Petra ’zo a-newez en-han ?
Petra ’zo ’n ti-man a-newe,
Mar ’man ho koefo er gis-se ?
N'eo ket en defaot a spilho
Eman ho koefo en kanvo ;
Pa oan bet en foar Landreger,
’M boa digaset d’ac’h tri millier.
— Nâc’h ouzoc’h, ma breur, n’hallan ket,
Isabell Ar C’ham ’zo marwet !
Kloarek Krec’h-Menou pa glewas,
Ter gwez d’ann douar a zemplas ;
Ar wez diwea m’ê savet,
D’ar vered ez ê bet redet ;
D’ar vered ez ê bet redet,
Da disinterri he bried.
P’ê disinterret, disarchedet,
War he varlenn ’n eus hi lakêt ;
War he varlenn ’n eus hi lakêt,
Daou bôk d’ezhi hen eus roët ;