Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96


Mont a ra d’ar feunteun, bouta ’ra e benn ebarz, ha, pa denn anezan er-mêz, e oa e vleo hag e benn evel pa vijent aour. Hag en devoa breman eur penn aour hag eun dorn aour.

Kemerit breman an torch-plouz, ar skribell hag ar skubellenn, ha deuit gante war va c’hein, ha buan !

Ober a ra Pipi evel ma ’z eo lavaret d’ezan, ha setu int kuit, d’an daoulamm-ruz.

— Sell war da lerc’h, a lavar d’ezan ar gazeg, eur pennad goude. Ne welez netra ?

— Nann sur ; nemet eur goumoulenn du-du, a deu warnomp.

— Ar goumoulenn du-ze eo an Diaoul. Taol d’an traon an torch-plouz.

Teurel a ra d’an traon an torch-plouz, ha kerkent e sav war o lerc’h eur c’hoad uhel-uhel ha stank, a zirog ar goumoulenn.

— Sell adarre war da lerc’h ; ne welez netra ? a lavar ar gazeg eur pennadig goude.

— Eo, tan ha kurunou.

— Taol buan ar skrivell d’an traon.

Teurel a ra ar skrivell d’an traon, ha kerkent Pipi hag e gazeg a deu da veza evel daou sant, unan a bep tu d’an hent. Ha kerkent e tigouez eur levran hag a red ken a foeltr. Tremen a ra hep ober van ebet ha, pa na wel netra, e retorn d’ar gêr. An Diaoul a oa adarre. An daou sant a deu kerkent da veza kazeg ha den evel kent, ha da vont adarre d’an daoulamm-ruz.

— Sell war da lerc’h c’hoaz, a lavaras ar gazeg ; ne welez netra ?

— Eo, eur c’hi barbed du hag a deu evel eun dremedar. Arru eo tost.

— Taol buan ar skubellenn.

Teurel a ra ar skubellenn, ha kerkent e sav war o lerc’h eur stank vras. Ar c’hi du digouezet e-tal ar stank ne gred ket en em deurel e-barz, hag en em laka da lapat, da lapat evit he dizec’ha : kement a ra o lonka dour, ma teu da greuvi.

Pipi hag e gazeg a oaet breman diwar douar an Diaoul, ha n’o devoa ken da gaout aoun dioutan. Ar gazeg a gomzas neuze evel-hen :