Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXI

ar prefed, o deus lavaret d’in e oa ret d’in he dougen. He dougen a rin ar miz a zeu, met anzav a ran d’eoc’h en em gavan eun tamm diês. »

Lavaret hon eus en doa c’hoaz An Uhel kontadennou chomet diembann en e gaïerou. War-dro 1892, H. Caillière, embanner-leoriou e Roazon, a c’hoantaas moula eul leor a gontadennou dastumet gant An Uhel ; heman a roas d’ezan eun dourn-skrid, ennan ugent kontadenn. Hogen H. Caillière, e stal o veza eat da stalig ha prestik goude da get, n’hellas ket kas da benn e venoz, hag al leor ne voe ket embannet. Diwezatoc’h, goude maro An Uhel, A. Ar Braz a reas moula en eul leorig pemp kontadenn tennet eus an dourn-skrid-ze : Contes et légendes des Bretons-Armoricains, e ti H. Gautier, embanner-leoriou e Pariz (4 genver 1896).

Gant Soniou Breiz-Izel, An Uhel en doa kaset e ero da benn : embannet en doa an darnvuian eus ar gwerziou, ar soniou hag ar c’hontadennou dastumet gantan [1]. Gallout a rê ’ta lakaat ar vourell war an ibilh, evel ma rêr d’ar marc’h distro eus ar park. Koulskoude ne reas ket ; ne felle ket d’ezan chom dilabour, hag epad e nozveziou, — daoust d’e zaoulagad da veza deut gant an oad kizidik ha tener, dre forz lenn diellou koz hag ivez beilha, — e stagas gant eul labour all : war ali an Aotrou de la Borderie, en em lakaas da ziskriva ar mister koz Louis Ennius, evit e voula diwezatoc’h en eur gelaouenn bennak. N’oa ket achu al labour-ze pa varvas [2]. Ha neuze, c’hoant en doa ivez d’ober moula ar gwerziou hag ar soniou savet gantan e-unan, hag embannet aman hag a-hont er gazetennou hag er c’helaouennou : al leor-ze a vije

bet eur par d’al leor Bepred Breizad. Epad ar goanv 1893-1894,

  1. — Meur a wech eo bet sikouret da zastum kontadennou, gwerziou ha soniou gant e c’hoar Perina (ganet e Keranborn an 28 a viz ebrel 1829 ha marvet e Plouaret an 30 a viz meurz 1915, oajet a 86 vloaz) (Sellit our Ch. Ar Goffik, L’Ame bretonne, eil leor, p. 42-47), dreist-holl adalek m’oa deuet da chom da Gemper ; n’en doa ken amzer d’en em rei d’al labour-ze nemet epad ar c’honje gwall verr en devoa bep bloaz e divez an hanv. Ar genlabourerez-ze, dispar, akuit, eo a zastumas, etre miz genver ha miz meurz 1890, ar c’hontadennou bet kontet gant Fanch Thepaut, mevel-boulonjer e Plouaret, met ginidik a Votsorhel, ar re ziweza embannet gant e vreur er Bulletin de la Société Archeologique du Finistère (1892, 1893 ha 1894), en Annales de Bretagne (1893 ha 1894), en Hermine (1893).
  2. — Ar mister-ze a zo bet embannet diwezatoc’h, er bloaz 1911, en eun doare dispar, gant hor mestr karet, an Aotrou G. Dottin.