— 19 —
Al Laouenanik
hag ar Voc’h-ruzik
————
- (D’am breur Jan-Fransaïk)
Eun deiz Saïk a deuaz d’ar ger
Sounn e benn, e lagad seder.
Mamm, me ’m euz kavet eun neizik,
» Unan koant, hag hen bihanik ;
» Eun toull bihan da zont er mez,
» Ne d’a ket ebarz an daou vez.
» Me zonj eo eun neiz laouenan,
» Aze ’man en doen valan.
» Sur eo eun neiz laouenanik,
» Ker bihan eo ha ker koantik.
» Pa vô pluet al laboused
» Me lako ’nezo er gaoued.
— « Arabad eo d’id, va faotrik,
» Dineiza al laouenanik.
— « Perak, mamm ? Tonton an ti all,
» Lavare ive en deiz all
« Arabad tapa boc’h-ruzed,
» Neuze ’ta n’m mô lapous ebed ! »
— « P’az pezo klevet, va mabik,
» Rimadell goant ar voc’h-ruzik,
» Rimadell goant ar voc’h-ruzik
Hag hini al laouenanik
» N’az pezo mui c’hoant, a gredan,
» Da zineiza al laouenan. »
|