Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/288

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
  • 7 Maè.

" Âr seizvet âevez u viz ñ/aê. SAiyT STANISLAS, ESGOP HA MERZER. A.r Sant-mâ guinidic eus a Rouantelez Poloign, goude beza tremenet e yaouanctis en ur burete vras, ac en em rentet habil meurbet, a oue graet Chaloni eus ar Guaer a dracovii, ac a veritas goudese dre e vuez santel ac exem-plus beza choaset evit Escop eus ar memes Quaer. En em accjuita a reas eus an oll deveriou eus e Garg gant ur ferveur peini a ree ar sujet eus a admiration an oll, bras ha bian. E zêl ardant evit Conversion ar brassa pec7herien, a reas dezan mont da gaout ar Roue Boleslas, peini a gundue ur vuez disordren : represanti a reas de-zâ an danger ê peini e leauee e silvidiguez, ac ar goal exempl a roe da dud e Balaes ha d’e olï bobl; e bidi a reas aa galmi coler an Autrou Doue dre ur Gonversion pront ha sincer. Ar Roue a seblantas beza touchet, majs n’en em gonvertissas quet, continui a reas e voal vuez, ac e clascas an occasion d’en em vengi eus ar Sant. Ober a reas da dud miserabl e accus da veza usurpet ha que-meret injustamant ur parc peini en devoa staguet ous an Ilis; galvet oue ar gaus ê presan^ ar Roue, ac ar Sant ne vancas quet d’en em bresanti evit en em justifia; maes evel ma voa lamet digantâ ar voyen da brouvi ar bêamant en devoa graet eus an douar-ze, dre ma voa bet distroet Titrou pe Goaranchou an Ilis,ha ma oa maro an hini di-gant peini en devoa e brenet; an Escop leun eus a ur fi-zianc santel ê Doue, a lavaras dirag an oll e raze dont a-raug un test peini a vigent obliget da gridi, ha penaus e vige ar perc nen memes, peini en doa guerzet dezâ an douar, petra benac ma voa marô tri bloaz a voa. ArSant a dremenas tri devez en Oraeson ac o yun; ha goüde be-lavaret anOferen, ez-eas var Be an den maro : ordren a reas dezan abers Doue sevel, ha dont d’e heul, evit 7 Mac