Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/312

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

18 Mae. dezo anTad, o zouchas quement, ma renoncezont d’an assambleou-ze en nemorant eus an Ened. Erfin ar Sant-mâ o veza couezet clân, a lavaras : coue-% zet e al loen samm, ha ne savo muy, ac en effet trivec’h devez goudesee varvas, er bloaz 1687, oaget a zaouzec vloaz ha tri-uguent. REFLRIIOH. Sânt Felix en ur vont dre ar ruïou eus a Rom, a ree Oraeson gant un attention ac un devotion admirabl, eb beza distroet gant an trous na gant tra-all ebet; ha ni peguement a zistrac-nou n’hon eus-ni quet pa reomp hor pedennou en hon ty,’en hor c’hampr, en HJs memes. N’en em excusomp quet var digare an tregas eus an tiegues, na var digare an ambaras éus hon afferiou. An Distractionou, an dissipation eus ar speret a zeu muy eus ar galon, eguet eus an traou a so endro deomp. Ma clasquemp Doue en hor pedennou gant simplicite, ganl ur ga-lon pur ac ardant, ne ve quet quen disonch hor speret; ma ve hor c’halon oll da Zoue, hor speret a sonche ivez jarfet è Doue. Mar deo eta partagec hor c’halon etre.Doue ac ar bed, ne de quet souez e ve dibarfet hor speret ecreiz hor pedennou me-mes An naontecvet devez a viz Mae. SANT EUZKN, AVOCAT AR BEAÜRIEN. Ar Sant-mâ guinidic eus a Escopti Treguer, ha map da un Digentil hanvet Helori, Autrou a Guermartirt, en deqs meritet an titr ac an Hano caér eus a Avocat ar be-aurien dre e garantez vras ha dre ar sourci en deus bet ê pep râncontr da sicour an dud paour en o ezomou spirituel ha temporel. E guerent o remerqui an disposition gaér en devoa evit ar squianchou, er c’hassas da Baris ha da Orlean evitstudia erFilosofi, enDeologi ac er Guir. Ar studi ac ar beden a bartageas bepret e oli amser.