Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/352

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. 7 Vezeven. gonsolation dôue da velet ar ferveur ac ar santelez o reign etouez e olï Religiuset, Doue a revelas dezâ an de-iz eus e varo, peini a erruas er bloaz 581. Petra behac ma eus ouspenn unnec cant vloaz aba he maro, e veler c’hoas e Gorf en e bez, eb corruption, en un Archet caêr adrèn an Auter vras eus an Ilis peini ha zoug e hano, ha pocquet a rêr d’e Dreit noas. Mont a ra ïve dy cals a duci eus a bell meurbet ê Pelerinaich da enori ha da invoqui ar Sant. REFLEXI0N. An incorruptibilite miraculus eus a Gorf ar Sant bras-mâ a denn cals a dud d’e Ve. P’eur e teui ar Miraclou èus e binigen ac eus e inno^an^ da ober impression var hor sperejou ha var hor c’halonou ? Feur e raïnt-y de^mp anaout hon lachete ac hormiseriou ? Admiraa reomp ar Saent, o enori a reomp ; mses p’eur e teuim-ni d’o imita ? An eizvei devez a Vezeven. SANT MEDARD, ESCOP. Ar Sant-mâ guinidic a Vermandez, ac eus ur famili distinguet-bras, en devoa a vianic ur garantez quen te-ner evit ar beaurien, ma roe dezo alies e vara eus e zorn. Epad ma edo er studi, e vize bepret cavet en e gampr -pe en Ilis ; ha goude beza en em rentet Belec, e teuas souden da veza exempl ac admiration an oll dud a Ilis. O veza bet carguet da instrui ar bobl ha da brezeg, er greas gant quemeñt a frouez, ma oue remerquet ur cen-chamant caérer Ghanton, ha dre-ze ive e voe#choaset evit Escop eus ar Guaer a Vermand. Ar Pastor santel a ïoa sourcius-bras da visita e bobl : o instrui a ree gant ur zêi infatigabl, aco gonsoli meurbet en ur ^ei ac en ur ga§ ar Sacramanchou da guement hini o goulenne pe a zezi-re o receo digantân. Ar Charter tro-var-dro o veza bet ruinet gant ar Van-dalet, e sicouras cals ar bobl, ace roas sclaer da anaout petra a ell ober ur Pastor charitabl ha carantezus.