Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/355

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

rant a chommasbepret obstinet, ac a reas dibenna an daou Vreur santel. O Merzerinti a erruas er bloaz 287. reflehon. Doue en deus consolet ha courachet an daou Verzer santel-mâ en o zourmanchôu. En em roomp-oll da Zoue, ha Doue a vezo oll evidomp. Seul-vuy ma andurimp a boân, ma vezimp afliget, ma vezimp abandonnet gant an dud, seul-vuy e teuï Doue d’hor c’harga eus a faveuriou. Doue, eo ar mignon fidel ha constant, peini ne abandon morse ar re er c’har. An decvet devez a Vezeven. SANTES MACHARIT, ROUANES. Ar Santes-mâ guir exempl ha squèr an Itroneset ac an oll merc’het Christen, a ioa Merc’h-vian da Édmond, Rouea Vro-saiis. Biscoas ne oe remerquet en ur Brinces yaouanc, caéroc7h dispositionou evit ar vertu; eu he yaouactis n’en em blige nemet oc’h ober Oraeson, ac o lenn Levriou zevotion ; ha mar e devize heuli^t he incli-nation, e vize chomet epad an deiz var he daoulin di-rag ar Sacramant Adorabl; he devotion evit an Itron-Varia a voa ive quer bras, ma vize tenereet e c’halon en ur glevet ebquen pronon<; an Hano a Vary. Ar guiscamanchbu caér ^c ar vaniteou gant pere eo dallet an darn-vuya eus an dud yaouanc, ne bligesont morse dezi : ar vertu a voa bepret he ornamant caéra. Pa vige lavaret dezi ez oa he guiscamant re simpl ha redisterevit ur Brinces evel-dy, e responte penaus ur Brinces christen na dlie quet clasa en em zistingua di-ous ar re-all dre ur viscamant caér ha pinvidic, maes dre he modesti ac he furnez. Bez e devoa ïve d’an oad-se ur garantez quen tenerevit arbeaurien, mavoaanad pe-naus e vize un deiz o mam ac o c’honsolation. Ar brud eus he furnez ac eus he vertu o veza graet d’ar Roue eus a scoff he goulen evit Pried, e consantas evit plijout d’c c’herent. Evit-hi da veza Rouancs, ne 344 santes mac’harit, rouanez: 10