Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/431

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

vel al Li- 16 Gouere. an itron varia-garmes. 419 vre eus ar Verc’hes Glorius Vary. Comprenomp ac’hano gant ^pebes respet, gant pebes purete ar gorf ac a ene è tleer dou-guen un Habit quer santet. Ai seitecvet dcvez a viz Gouere. SANT ALEXIS, Adjmromp an nerz eusar Chrac, en ijr gonsideri ar gouraich ferm ha constant gant peihi en deus ar Sant-mâ dispriget betear maro, plijadurezou, enoriou ha madpu an douar. AIexis a voe ganet var-dro ar bloaz 35o. E dad hanvet Eufemien, unan eus an nopla ha pinvidica Senatoret eus arGuaeraRôm, ac e vam hanvet Aglaïs, a ïoa o daou leun a garantez ac a druez evit ar beaurien, da bere e -distribuent o madou gant seul-vuy a larguentez, ma en % em velent eb heritour ebet. Doue a accordas erfin dezo ur map peini a voe hanvet AIexis, ac a voe consideret e-vel ar frouez eus o alusennou ac eus o fedennou. Ar Ghrouadur-mâ elevet ac instruet gant un tad ac ur vam quer vertuzus, a eure ur profit bras er vertuzi-ou. Remerqui a rezeur penaus n’en devoa quet a incli-nation evit ar bed ; cousgoude e guerent o veza discle-riet dezâ ar c’hoant o devoa dJen dimizi da ur verc’h de-vot ha pinvidic, ac o Veza e alyet meur a veich d’e ober, e consantas erfin, ac e voe graet an eureud gant ur joa vras. Maes evel n’en devoa consantet da volonte e dad ac e vam nemet dre ar respet ac ar garantez vras en devoa evit-o, an angajamant-se na ziminuas quet an desir ar- • dant en devoa da veza da Zoue ebquen ha d’e garet eb partaich. En deiz memes eus e eùreud o santout an de-sir-se o crisqui en e galon, e quemeras ar resolution ge-nerus da guitaat pep-tra evit heul an inspiration a Zoue. Epad ma edo an oll en ur rejouissan<5 vras, e antreas ê cambr e bried : ober a eure dezi ur presant caér, ha gou-de beza e fedet d’e receo evd ur merq ac un testeni eus \ 420 sant alexis. 1? Gouere.