Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/450

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

a rezont; ha quitât a rezont, eb deliberi ur moment, o rouejou, o bag ac o c’herent. An daou vreur-mâ ha Sant Pêr a so bet an tri Abostol evit pere en deus bet Jesus-Christ epad e vuez mortel ur garantez ac un deneridiguez special: an daou vreur-mâ, abalamour d’o guerc’det peini o deus conservet bepret; ha Sant Pêr abalamour cre garantez ardant evit e Vaestr divin. Neubeut a Viraclou a ree hor Salver, na felle dezan e vize test anezo an tri Abostol-mâ. O.choas a reas evit rei dezo ar gonsolation da velet e Chloar, en e Dransfi-guration var Menez Tabor, ê peini e apparissasdezo bril: lantoc’h evit anHeaul: oc’hemeret a reas ivez o zri evit e accompaigni, pa zeas da ober Oraeson er Jardiñ Olivet neubeut amser abars e Bassion. Salome, Mam da Sant Jacaues ha da Sant Yan, oc’h anaout ar vadelez special en devoa Jesus-Chi ist evit he daou vap, a requetas digantân ar c’hrac ma teuzient o daou da asea en e Bouantelez, unan en e gostez deou, ac eguile en e gostez cley. Quemense a reas occasion d’hor Salver da ober ar guentel admirabl eus an humilU te evel ar fount eus ar guir mirit, en ur lavaret dezo pe-naus mar desirent beza ar re guenta en e Rouantele/, e voa ret dezo en em renta ar re viana ac humpla eus an bll, ac evae Gali^, da ouzoute, soufr cals poaniou ac afflictionou er bed-mâ. Goude an disquen eus ar Speret-Santel var an Ebes-tel, Sant Jacques a gassas ar c nenta sclerigen eus ar Fe-iz ê Rouantelez Spaign. Goudese e tistroas da Jerusalem ê pelec’h e labouras ive gant cals a fatig. Ar Yusevien ïngrat, dallet ac obstinet, evit miret na zeuze ar bobl da gridrê Jesus-Christ, gant aoun na dre-menzent evit muntrerien un Doue; evel ma Voant en ef-fet, a c’houneas daou Vagician bras, pere a brometas lacaat dre ô sorcerezou an Abostol santel da goil ar re-putation vad en devoa ê speret ar bobl. Maes ar c’hon-trol a c’hoarveas, car ar Magicianet en em gonvertissas pa velzont peguer sempl oa o sorcerezou ê scoas Miraclou an Den Doue. • . 25 Gouere. sant jacques.