Mar fell da unden yaouanc peda ur plach en emgonsacri da Zoue en ur Gouent, querent ha migrionet en em bress da exposi dezo an dangerou â gaver er stadse : lavaret a rêr dezo examina mad o vocation , gant aoun n’o deffe queuz goude y ha re diveat. Asten a rêr memesan Amser, evit gallout guel o eprouvi; ar guerent ê quemense ne dirit quet da veza blamet, maes quent meulet. Maes a question so d’en em ambarqui var mor perillus eus ar bed, a question so eus un dimizy : petra a lavar an tâdou ha mamou d’o bugale, netra peurvuya. Cous-coude pehini eus an daou stad-se eo an dangerussa? e pehini# caver muy a boan, muy a gueuz, muy afïliction ? Tadou hi mamou comprenit dre guemense peguen important e , abars ober fortun o bugale, o avertissa d’a c’houlen ar sclerigen eus an Eê. Neuse ispicial eo, e tleit consideri penaus ho pugale a so muy da Zoue , evit ne dint deoc’11-oc’h-unan. Eil Reflexion. Santes Claera oc’h anaout e voa galvet gant Doue evit antren er Religion, ne selaouas quet mouez he c’he-rent, pere a fallè dezo he distreï. Exempl caêr evit an dud yaouanc, pere a dle quent chelaou mouez an Autrou-l)oue eguet hini o c^herent, pazeuont da ober ar choas eus ur stad a - vuez. A-nes quemense en em lacaént en un danger bras d’en em goll; car evit receo digant I>oue e c’hracou en ur stad a vuez, e ranquer beza galvet gantân d’ar stad-se. Comprenit eta, bugale, an obligation ocfh eusf abars en em angagi ê stad ebet, dâ consulti an Autrou-Doue, ha da guemeretavis ho Con-fessour, pe ur personnaich sur ha desinteresset. An trizecvet devez a viz Eaust. SANTES RADEGOND, ROANES. ÏVadegond illustroc’h dre ar galite a Santes evit drean hini a Rouanes, a voa merc’h da Bertser Roue eus a Du-ringe. Ar BrinGes-mâ en he yaouanctis n’en em distin-gue nemet dre he modesti ha dre he devotion; ha beza ez-oa quer charitabl, ma reserve pep guella ha delicata • a vize servichet dezi ous taul, evit e rei d’ar beaurien clân. t8Ô SiHTEft RlDEOOm). 13 Eausl.
Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/491
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet