Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/58

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

46 SANT SEBASTIEtt. 20 Guenver. o Zad gant cals a re-all a anduras ar Verzerinti gant ur gouraich vras. • Rapportet voe erfin d’an Ampereur penayis e voe Se-bastien a ree d’ar Bayanet renong d’an Doueou, ac a vire ous ar Gristenien n’o adorzent. An Tirant-sé dre é goler a ordrenas var-an-heur e staga ous trogen ur Vezen, ac e laza a dennou bir. Goude m’en devoa re-cevet meur a daul, ar vourrevien el lesas, o songêal e voa maro. Un Intâves santel hanvet Ireen a yeas en nos évit sebelya ar Chorf, maes soueset bras e voe oc’h e . gaout beo; neuze e reas ezouguen secretamant d’e zy, ac e pansas e Chouliou. Querquent a ma en em gavas pare, en em bresan-tas a nevez dirac an Ampereur, ac e lavaras dezâ : O Prirwj, a possibl eo en em lessac’h bepret da veza trom-plet dre ar raportou faus a rêr deoe’h eus ar Gristenien ? Gouezit penaus pell dious beza adversourien d’ho Rouantelez, n’oc’heus quet a sugidi fideloc’h evito. Diocletien estonet o velet ac o clevet e parlant un den peini a grede maro ervez m’en doa ordrenet, a lavaras : a te ve a-se, Sebastien ? Me ma-unan eo, emezân ; Jesus-Christ va Salver eh deus conservet din ar vuez evit dont da rei un testeni publiq eus an injusti^ a gommetter o persecuti ar Gristenien. Diocletien abeini ar galon a ïoa caledet, a roas neuse urz ma vize scourgezet quen a zeu/e da vervel. Evellen e varvas an Difennour courachus-mâ eus ar Feiz, er bloaz 286. REFLEXION. Sant Sebastien, goude beza bet e Gorf toullet-oll gant bi-rou, ha beza achapet eus ar maro, a glascas e’hoas an oc-casion da vervel evit’Jesüs-Christ. Ruziomp gant maes o ve-let ar Saent o clasq ar soufrancou, elec’h ma tec’homp hon-unan dious an occasionou pere en em bresant da soufr un dra benac evit Doue. Ar Saent o deus clasquet pep seurt Merzerintiou, ac ar re gruelamemes; mges penaus e andurrem-ni ar biana Merzerinti, ni pere ne ellomp quet soufr un taul eb quen, nac un injur, «