Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ma ve kollet e benn gant Fanch hirio !… Biskoaz n’em eus gwelet anezan er c’hiz-ze. Ma n’eo ket diskiantet evelato, en deus bet eun abeg vat bennak da ober an dra-man. Gwella zo eo gwellet hag ez eo gwir a lavar.

Hag ar wreg ba kregi neuze en eun troad gant an dourn, e-pad ma talc’he he merc’h en he brec’h all.

— Evit unan a vezo kollet, mar deo gwir, e vezo tri all da c’houlenn ar pez a vezo c’hoant goude.

Neuze ar wreg-man a lavar, en eur stlepel an troad er-meaz dre ar siminal :

— Ra vezo d’am merc’h eur varo henvel oc’h baro he zad !

Ha dioch'tu setu eur pez baro savet oc’h ar verc’hig paour, ma ’z oa da welet ken euzus ha ker blevek hag eun ourz. Ar wreg a zo mantret ha glac’haret brema, divezat eo d’ezi kaout keuz : kemeret a ra he zizailh da drouc’ha bleo ha baro, ha, dre ma trouc’he, e savont gwasoc’h-gwaz, hirroc’h-hirra. Ker stoufouilhek oant ne weled mui daoulagad ar verc’h paour ; eat oa evel eul loenig gouez.

— Deport, deport ! emezi ; p’en deus eun troad digaset baro d’am merc’h, eun all o c’haso kuit.

Hag eun troad all er vann er siminal, ha setu eat ar baro diwar ar baotrezig vihan, deut evel ma ’z oa kent.

Neuze ar vamm a roas d’ezi da zena, hag, a-vec’h ma ’z oa-hi lekeat en be c’havell da gousket, m’en em gavas Fanch er gear. Kenta tra a eure ’voe klask treid e vioc’h : e-lec’h pevar n’oa mui nemet daou.

— E pelec’h ema an daou all ? emezan d’e wreg.