Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
AN DIV ZREMM
MALO
Grataet omp bet. Ya !
AR VAMM
Ha n’eo ket deuet Rozen Pavek d’ho kwelout bemdez pa oac’h klañv, o c’houzañv hag o krenañ gant an derzhienn ?
MALO
Deuet eo war ho koulenn. Ya !
AR VAMM
Ha n’he deus ket graet evidoc’h kement hag e tlee ober ?
MALO
Kement hag e tlee ober. Ya !
AR VAMM
Malo, perak ’ta lavarout komzoù evel hoc’h eus graet ?
MALO
Perak ! Pelec’h emañ ar melezour ?
AR VAMM
Malo ! {Malo a chom mut)... Perak n’eus ket fellet deoc’h he gwelout, bremañ m’oc’h gwelloc’h ?
MALO
Bremañ m’ouzon pegen vil on !
AR VAMM
Na lavarit ket se, Malo... N’eo ket ret d’un den bezañ ken brav-se, gant ma vo kalonek !