Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
TORFED AR FRER JUNIPER
JUNIPER
Ar c’hontrol, va den mat. C’hoarzhin a rafen an hanter muioc’h ma vije bet din al loen… A a a a a a ! Pa oufec’h… Dañsal a rafec’h gant ar blijadur.
KOUER
Me, c’hoarzhin ?
JUNIPER
C’hoarzhin a rafec’h.
KOUER
Abalamour eo bet troc’het ur pav d’am pemoc’h ?
JUNIPER
Just !
KOUER
Ya, moarvat.
JUNIPER
Selaouit, hag arabat bezañ ken trist-se ! (Ur pennad). Me, frer Juniper, keneil d’an tad santel Fransez, me eo an hini en deus troc’het pav ar pemoc’h gant ar gontell-mañ.
KOUER
Hola ! hola ! (D’ar frer Goulaouig). Ha gwir eo ?
GOULAOUIG
Gwir eo, va den mat. Un dra divalav en deus graet ar frer Juniper. Ha troad ho pemoc’h emaon o peurechuiñ debriñ anezhañ. Pardonit din ! (Diskouez a ra e blad).
KOUER
Hola ! hola !