Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
AN DIV ZREMM
AR VAMM
He c’hlevet em eus, gwir eo.
MARIA
War a lavarer, serret he deus tommder hag anoued e nozvezh an tangwall, ha bremañ ez a war wanaat a zeiz da zeiz, o pazañ evel ma vefe roget gant ur gwall gleñved. War a lavarer... war a lavarer... Klañv eo, klañv evel m’eo bet he c’hoar Gwenola...
AR VAMM
O, evelato !
MARIA
Tud a lavar zoken... (E klever trouz botoù er-maez).
AR VAMM
Selaouit ! Malo eo... !
DIVIZ IV
MALO, MARIA, AR VAMM
Malo a zeu tre
MALO
Malo eo, ya ! Hag evitañ da vezañ Malo, n’ho pet ket spont avat... Malo, Malo Drean... peogwir eo va anv c’hoazh daoust d’am dremm nevez ! (Da Varia, o c’hoarzhin kriz). Sellit ouzhin !
MARIA
Evel-se, Malo, pareet oc’h.