Pareet on ! Pareet on ! Ha sellet hoc’h eus ouzh va dremm ? E-kreiz va dremm, ha gwelet hoc’h eus va diweuz, ruz ha fresk n’eus ket pell evel roz-ki, bremañ drailhet ha disneuz ? Pareet on ! Ha sellet hoc’h eus ouzhin, Maria, ouzh va fenn, ouzh va dremm vraouac’hus... dizremmet ? Ya, gwir eo, pareet on, mar deo bezañ pareet bevañ evel ul loen e-barzh e doull, ur c’hakouz kuzhet en e gorn, ha na c’hell ket mont er-maez hep spontañ ar vugale vihan hag ar merc’hed.
Pareet on... nemet ez on bremañ va-unan-penn, va-unanikoc’h eget un den marv. Rak an hini a zo marv, ez a an dud da weladenniñ e vez !
Evel-se, Malo, e oac’h o klask er-maez an heol nevez, an amzer gaer, daoust m’eo yen ha kriz an avel c’hoazh, hag an heol klañv e galon.
An heol n’eo ket ken klañv e galon ha va c’halon-me. Nann, ne glasken ket er-maez an heol nevez, ...an Nevez-Amzer ! (C’hoarzhin a ra). Hag ur penn da glask an heol am eus ?
Malo !
N’eus ket a Valo. N’eus nemet mallozh !
Va Doue !...
Selaouit, Malo, ne vern d’un den bezañ ken brav-se gant…