Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
AN DIV ZREMM
ROZEN
Malo !
MALO
Dre druez ! Ya, evit se eo ne fell din e chomfec’h !
ROZEN
N’eo ket gwir, Malo ! Dre garantez !
MALO
Nann ! Ganin-me eo echu ! Kit kuit... C’hwi a c’hello c’hoazh, marteze, bezañ eürus... Gant unan bennak... un deiz da zont.
ROZEN
Malo !.. (Hi a baz). Malo !... Ha gwir eo ? N’hoc’h eus biskoazh va c’haret, pa gomzit evel ma komzit !
MALO (dezhañ e-unan)
A, siwazh !
ROZEN (kuñv)
Poan vras a rit din !
MALO (kuñv d’e dro)
Kit kuit !...
(Klevout a reer mouezh ar vamm o c’hervel er-maez).
MOUEZH AR VAMM
Rozen !... Ha c’hwi a zo aze ?
ROZEN
Ya, moereb Anna !
MOUEZH AR VAMM
Emaon war dro al loened. Ha ne c’hellfec’h ket