Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
AN DIV ZREMM
ran Rozen Pavek evel va merc’h, ne gemerot ket da
bried ur plac’h barnet d’ar marv !
MALO
Ho komzoù a oa tuchant : « Ha n’oc’h ket mui grataet an eil d’egile ? »
AR VAMM
Malo ! Deuit ganin ! Na chomomp ket amañ da gomz... Setu-hi o tont ! Ne vo ket ho ker diwezhañ, Malo ! N’hoc’h eus ket ar gwir da zimeziñ ganti... Ur plac’h barnet d’ar marv !
MALO
Grataet omp. Ho komzoù e oa tuchant, va c’homzoù-me e vo bremañ.
AR VAMM
Malo, ne vo ket ho ker diwezhañ ! (Malo a chom mut).
(A-greiz-holl, en ur vont kuit). Hama ! Lavarit ’ta dezhi ar pezh a garot... Peogwir e vo marv a raok an dimeziñ !
MALO
Mamm !
DIVIZ IX
Malo a ya adarre da dommañ ouzh an tan.
MALO
Marv... a-raok an dimeziñ…