Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
AN DIV ZREMM
MALO
Savit ho penn karet. Perak e leñvit, Rozen ?... Sellit ouzhin !
ROZEN (kuñv, o sevel he fenn)
Gouzout a rit, Malo, perak e leñvan !
MALO
Rozen !
ROZEN
Ma vefen bet dizremmet, me, ha n’ho pefe ket kemeret ac’hanon da bried, Malo ? Ha n’ho pefe ket va c’haret evel agent ?
MALO
Rozen !
ROZEN
Neuze, Malo, penaos e c’hellit lavarout...
MALO
Va Rozen-me !
ROZEN
Malo !... Va fardon a c’houlennan diganeoc’h mar n’on ket bet mat a-walc’h evidoc’h, ...mar em eus graet deoc’h an disterañ poan...
MALO
Rozen !
ROZEN
Met, Malo, na lavarit ket din mont kuit ! Na lavarit ket din pellaat ! Na lavarit ket din... (Pazañ a ra).
MALO
Tavit, Rozen, me eo a c’houlenn diganeoc’h va fardon ! Klañv eo bet va fenn gant ar reuz. Kollet em