vat n’hoc’h eus ket a glogor dindan ho treid... Kit
da gerc’hat pezh hoc’h euz ezhomm, ha va laoskit
amañ d’ober stamm, pe da vazailhat, ma karan, rak
faezh ec’h on bezañ ho matezh !
Paouez da vlejal bepred ! me a zo sur e vez klevet ac’han betek an aod... N’ec’h eus ket a vezh ?... Rak an dud...
An dud, emezañ ?... An dud a oar pell a zo peseurt poñsin ec’h oc’h !
Marteze, hogen keuz az pezo ma talc’hez evel-se... Sell, bountañ a ran va daouarn em godelloù, rak debron a reont din...
Debron, sell ’ta !... E soñj oc’h da skeiñ, va faotr ?
Allas, Kato, ro peoc’h !... Kemer da lunedoù ha lenn pezh a zo skrivet amañ dindan va biz : an troc’her moc’h eus a Langoad en deus hanter-vruzunet e wreg a daolioù troad skourjez.
Ac’hañ ?... Evel-se emañ ho kont, Yan lip-e-werenn ? O Santez Anna Wened ! pebezh trubuilh a rankan gouzañv gant un amprevan evel-hen !... ha c’hoazh hep lavarout ur ger !... O, va divhar a gren dindanon ; ec’h an da gaout ur falladenn, ec’h an da vont er bord all !... (en ur huanadiñ hag en em vranskellat, Kato a sempl etre divrec’h he den ;