Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
AN DAKENN DOUR
n’eus forzh piv... Hag ouzhpenn se, mar diboagnit
ac’hanon, ne gollot ket ho tevezh...
AR BAOUREZ
Ho ten, am eus aon bras, a zo klañv... Ya met, ho tro a zo bremañ da devel... Ya, klañv eo ho pried ha me a zo gouest d’e wellaat.
KATO
Penaos ’ta ?
AR BAOUREZ
Bez’ hoc’h eus aze ur vured vihan ?
KATO
Ya vat, n’eo ket se a vank din.
AR BAOUREZ
Roit anezhi din ’ta !... (Kato a ya da gerc’hat ur vured ; ar baourez a denn diouzh he faner ur voutailhad dour) Hemañ, va merc’hig, a zo dour sorset...
KATO (en ur c’hoarzhin)
Oho ! Gwiiho ne gemer takenn dour ebet en e c’henou, pe vez sorset pe ne vez ket !
AR BAOUREZ (o lakaat leun ar vured a zour)
Met, n’eo ket ho ten a evo diouzh an dour-mañ.
KATO
Piv ’ta, neuze ?
AR BAOUREZ
C’hwi, va merc’hig !