Me ?
Ya vat, ha den ebet nemedoc’h.
Met na ran...
Grik !... Lavaret em eus deoc’h e oa va zro da gomz... Pa viot gant ho pried, mar deu dezhañ da grozal, d’ober poan deoc’h gant ur ger garv bennak, kemerit raktal leizh ho kenou eus an dour sorset- mañ, ha kaer en devo ar paotr c’hoari e ziaoul, kerkent e torro dezhañ...
Hola vat ! Poan am eus o krediñ ac’hanoc’h !
Ne werzhañ ket va dour, hen reiñ a ran evit mann; en anv Doue, gant se ne gollot ket nemeur, mar karit ober un taol-esa...
Ar wirionez a zo ganeoc’h !... Neuze ’ta e kemerin leizh va genou a zour, hogen pegoulz e rankin evañ anezhañ ?
O salokras !... n’evit ket anezhañ !... Mirit an dour dalc’hmat en ho kenou, keit ha ma vo ho kwaz en ho kichen... Ma c’houlenn ganeoc’h tra pe dra, roit dezhañ pezh a c’houlenno... ho kenou leun a zour !... Mar deu dezhañ sevel e vouezh, ma fell dezhañ bezañ divergont, ma ra goap, ma tou Doue, n’eus forzh, ho kenou leun a zour sorset !