Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
18 Meurz
sant gabriel arc'hel

C’houec’h miz goude, an êl, leun a zoujanz, a ziskenne en Nazareth hag a zalude eno ar Werc’hez Vari, gant komzou ne oant ket bet lavaret biskoaz, na ne vefont lavaret biken da zen-all ebet : « Me ho salud, leun a c’hras, an Otrou a zo ganac’h, binniget oc’h dreist an holl gwrage. »

Mari, o klevet kemend-all, a gemeras aon ; an êl a lavaras d’ezi : « N’ho pezet aon ebet, Mari, kavet ho peus gras dirak Doue. »

Ha Gabriel a roas d’ezi da anaout penôs e vije mamm d’Hon Zalver, hep paouez da vezan gwerc’hez.

Mari a asantas. An dimezi etre ar C’hrouer hag ar grouadurez a oa grêt, ha Gabriel a oa bet an hanterour.

Pa deu ar Mabig Jezuz da c’henel en kraou Bethleem, eun êl a gan, en bar an nenv : « Gloria in excelsis Deo et in terra pax hominibus bonæ voluntatis. » « Gloar da Zoue en nenvou, ha war an douar, peuc’h d’an dud a volonte vat ! » Hag an êl-ze, war a greder, oa an êl Gabriel.

Pa venn Mab Doue fallgaloni en liorz Jetsemani, pa deu da grenan rak ar maro a zo war e zeuliou, eun êl a deu eus an nenv d’e gennerzi, hag an êl-ze, war a greder, a oa c’hoaz Gabriel.

————


KENTEL


El an Ave Maria


C’houi eo, Gabriel, ho peus desket d’imp an Ave Maria. Eus an nenv, ho peus digaset ar c’homzou-ze war an douar ; c’houi eo ar c’hentan an eus o lavaret ; bugale an Iliz o deus o desket ganac’h, hag o lavar breman, noz-de, eus an eil penn d’egile d’ar bed.

Grêt ma vefont selaouet bepred gant ar Werc’hez, hon Rouanez hag hon Mamm.

Roët d’imp nerz da drugarekât, evel m’eo dleet, an Dreinded Santel, evit ar vad divent he deus grêt d’an dud o rei d’eze eur Zalver.

Ha p’eo gwir e vezet digaset war an douar, pa fell da Zoue diskouez e c’halloud etouez an dud, difennet ac’hanomp enep galloud an ifern, harpet hon zempladurez, nerzet hon c’halonou, ma c’hellfomp, eun devez, bezan ganac’h o kanan en rouantelez peurbadus Jezuz-Krist :

Gloar da Zoue ha peuc’h d’an dud.