Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
31 Meurz
an den eurus nikolas de flue

Raktal, kleier Stanz a zonas hag a lakas eul levenez vras dre ar Suis a-bez, kouls ha pa oa bet gonezet viktoriou Morat, Granson ha Nancy, rak eno oad deut a benn eus enebourien an diavêz ; en Stanz oad deut a benn eus enebourien an diabarz, an techou fall.

An den santel a vevas c’houec’h vla c’hoaz goude. Mervel a reas d’an 21 a viz meurz 1487.

————


KENTEL


Diwar-benn ar gwiskamant


Ar pez a lavare Nikolas de Flüe a zo gwir : « Pa ve mat ar galon, pep tra a zo mat ; koulskoude, gwell eo derc’hel da zougen gwiskamant kaer ha dereat ar vro. »

Pep bro a dle kaout he gwiskamant : gwiskamanchou ar broiou tomm n’int ket diouz doare tud ar broiou yen, na re an Argoadiz diouz doare an Arvor. Pep bro a dle kaout he gwiskamant yac’husoc’h eo ha kaeroc’h ive.

Ma teu diavezidi ken niverus da welet hon bro-ni, unan eus an digareziou a ra d’eze he c’haout ken kaer eo ma ’z eo dishenvel gwiskamanchou pep kanton.

« An dishenveledigez en unaniez eo a ra ar vravente. » Breiz, ma koll he gwiskamanchou, ne gresko ket he fe hag a gollo he gened, hep mar ebet.

Rak-se, merc’hed yaouank, « na droket ket ho kwiskamanchou koant a Vreizadezed evit re ar Barizianezed. Kant gwech oc’h bravoc’h gant ho koefou dantelezet eget gant an tokou-ze goloët a blu hag a ban ; lôsket ar plu-ze gant al lapoused ; Doue en deus o roët d’eze, hag ar ban-ze gant al loened goue ; Doue en deus o roët d’eze. »

Ha c’houi, pôtred yaouank, dalc’het d’ho tilhad giz Breiz. « Ar Breizad, gant dilhad giz Pariz, a zo evel eun derven er goanv ; ar Breizad, gant dilhad giz Breiz, a zo evel eur wezen avalou en hanv. Eur Breizad ha n’en deus ket dilhad e vro, a zo evel eur gegin gwisket gant plu eur peün. Sin ar c’hristen eo sin ar groaz ; gwiskamant Breiz-Izel eo an testeni gwellan a c’hell eun den rei evit diskouez eo Breizad.

» Hon tadou o devoa eur galon aour hag eur penn men ; ni a dle bezan evelte ; ha pa skoomp war hon c’halon, e tleomp skei war ar mêmes gwiskamant ma skoent i. »

» Ar pôtr an eus mez o tougen gwiskamant e dad, hag ar verc’h he deus mez o tougen gwiskamant he mamm, a ruzio dizale oc’h anzav fe o zud koz. »[1]

  1. Dastumet aman hag a-hont.