Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/380

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
22 Mae
sant krispino a viterb

gave d’ezan en devoa bet : « Me, emezan, n’eo ket eul loen on, da vezan dalc’het en disheol ; skornet eo ma gwad ennon, ken nebeut e karan an Otrou Doue. Red eo d’in skuizder ha tomder, tân ar gegin pe heol ar jardin, unan a zaou ; labourât a renkan evit en em domman. »

Kaset e oe eta eus a Rom da Albano, hag eno e oe laket d’ober labour ar gegin. Evel en Tolfa, e savas eun ôterik d’ar Werc’hez, ha diraki e rê e bedennou pa veze achu e labour gantan.

Otrone vras, eskibien ha kardinaled, pa dremenent dre Albano, a deue d’ober eur zell ouz ôter ar breur Krispino.

Ar pab e-unan a deuas eur wech hag a roas d’ezan golo da allumi dirak e vamm vinniget. Eun devez, eun ôtrou pinvidik a roas d’ar manac’h santel daou voked kaer, grêt gant neud seiz ha neud aour, da lakat war e ôter ; mes unan bennak, kamm e vizied, o tremen dre ar gegin, a gemeras ar bokedou neve. Krispino a oe doaniet abalamour d’an dismeganz a oa grêt d’e vamm vat dre al laeronsi-ze.

Eus Albano, ar manac’h santel a oe kaset da Vonte Rotondo ; eno e oe laket da jardiner ; en e jardin en devoa savet eun tammik chapel d’ar Werc’hez. Bemde e skuilhe tro-war-dro d’ezi eun dornadik had, abalamour kustumi al lapoused da zont d’en em vodan eno, da ganan meuleudiou Mamm Doue.

Eus Albano, e oe kaset da Vracciano hag ac’hane da gester da Orvieto.

Ne zaleas ket da c’honid kalon an holl ; pa veze o tremen, evit digeri hent dre douez an dud, e huche : « Alo ! bugale, grêt plas da azen ar Gapusined ! »

Eun devez, unan ha n’hen anaveze ket a c’houlennas digantan pelec’h e oa an azen-ze : « Ne welez ket, emezan, eman ar baz war ma c’hein ? » en eur ziskouez e visac’h.

— Perak, a c’houlenned outan eun devez, e valeet bepred diskabel ?

— Daoust ha deut eo ar c’hiz, emezan, en eur c’hoarzin, d’an ezen da zougen tokou ?

Chom a reas d’ober ar vicher a gester eun daou-ugent via bennak en Orvieto.

Pa n’hallas mui baie d’ober an dro, e oe kaset da Rom ; mes tud Orvieto a renkas kaout o breur Krispino. Pa zizroas, kêr a-bez a yeas d’e gerc’hat : « Oh ! ma Doue, emezan, perak ober kement a drouz evit eun azen ken koz ha ken fall ha me ! »