Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/393

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Mae
393
sant jul

— Jul, a lavaras ar gouarner d’ezan, ha gwir e vefe ar pez a damaller d’it ?

— Me, eme Jul, a zo kristen, n’on ket evit lavaret d’ac’h e vefen netra nemet ar pez ma’z on.

— Gouzout a rez ervat o deus ar brinsed roët urz da ginnig eur zakrifis d’an doueou ?

— Her gouzout a ran, mes o vezan mac’h on kristen n’on ket evit ober ar pez a fell d’ac’h, hep nac’h an Doue gwir ha beo.

— Peseurt droug a rêr o kinnig eun tamm ezans hag o tec’hel goude-ze ?

— N’on ket evit terri gourc’hemennou Doue abalamour zenti ouz tud digristen. C’houec’h vla warn-ugent so ec’h on en arme, ha biskoaz n’eus bet eun torfed da damall d’in ; seiz gwech on bet er brezel ; n’am eus ket dizentet ouz ma mistri, ha da stourm oan kenkouls hag eun all. Biskoaz ar prins n’en deus tapet ac’hanon o vankout hag e kredet ec’h afen, goude bezan bet aketus da zenti ouz gourc’hemennou ar rouane, da zizenti ouz Roue ar rouane ?

— Jul, gwelet a ran ec’h out eun den a benn hag a galon. Selaou ac’hanon, ha kinnig ezans d’an doueou.

— Ne rin ket ar pez a c’hourc’hemennet, ha n’on ket o vont, dre eur pec’hed, da jachan war ma c’hein poaniou hag a bado da viken.

— Me gemer ar pec’hed warnon ; bezan az pezo dek dîner, ha goude-ze den ebet ken n’eio da glask trabas ouzit !

— Nag an arc’hant ifern-ze, na da gomzou flour ne lakfont ac’hanon da nac’h an Doue peurbadus.

— Ma ne zentez ket ouz urziou an impalaered, e lakin da zibennan.

— Mat a refet ! Kondaonet ac’hanon ’ta ! Ma c’houzanvan ar verzerenti, e c’honezin eur gloar hag a bado da viken.

— Ma c’houzanvjes evit ar vro hag evit al lezennou, neuze, ya, e c’honezjes, en gwirione, ar gloar-ze.

— Gouzanv a ran evit al lezennou, mes evit al lezennou a bado da viken.

— Al lezennou-ze a zo bet roët d’ac’h gant eun den hag a varvas war ar groaz.

— Maro eo evit hon fec’hejou, abalamour rei d’imp ar