Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/487

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Gouere
487
naontek merzer gorkom

Koulskoude, daoust pegen bourrevet oa bet, Nikolas Pik a zivatas adarre.

En noz etre ar 5 hag ar 6 a viz gouere, e oe dihunet a greiz an noz, stlapet gant e genvreudeur en eul lestr ha kaset da Vril ; eno e oa ar c’homt de la Mark e-unan ouz o gedal.

Dal m’o gwelas, e galon en e greiz a dridas gant ar gounnar-ifern a oa enni : « Ah ! ah ! emezan, d’imp al lostennou griz hag al lostennou du ! Ped a zo ? Daou, tri, dek, naontek ; naontek nebeutoc’h ! » Hag e c’hoarze.

O tiskenn eus al lestr, ar verzerien a ganas an Te Deum. Unan aneze en devoa tri-ugent vla ; eun all, dek vla ha tri-ugent, eun all, dek vla ha pevar-ugent ; re-all a oa ar yaouankiz o vleunian war o zâl ; mes netra ne reas d’ar brotestanted kaout true oute.

D’an 8 a viz gouere, e oent digaset d’an ti-kêr, elec’h ma oe grêt an neuz d’o barn. Goulennet a oe oute ha kredi rênt er pab ? Leonard Michel, person Gorkom,, a respontas en hano an holl :

« Ya ! emezan, d’e varnerien, kredi reomp er pab, ha souezet omp e kavfec’h abeg ennomp abalamour da ze, c’houi etrezoc’h, protestanted, hag a lavar e tleer lenn er Skritur-Zakr ar pez a fell d’ar Spered-Santel. Ha ma fell d’ar Spered-Santel e lennfemp ’barz ar Skritur-Zakr eo Per penn an Iliz, perak n’hallfemp ket hen kredi ? Perak e roët urz da gredi pep tra, nemet an dra-ze ? »

Epad ar prosez, Yeued Gorkom a skrivas d’ar c’homt de la Mark da lavaret d’ezan e oa gwelloc’h, marteze, lezel ar brizonierien da vale.

« Petra, eme ar Judas-man, kerkent ; an holl hiviziken eta a glasko rei d’in-me o urziou ? »

Gorkomiz, koulskoude, a c’hallas diframman tri eus ar prizon ; de la Mark, en e gounnar, a reas tapout pemp beleg-all en o flas, diwar-dro Bril hag en noz war-lerc’h, da eun heur diouz ar mintin, an unan warn-ugent prizonier a oe stlejet er-mêz eus kêr, betek Santez-Elisabeth, eur manati dismantret.

Eno e oa eun tamm kraou hanter disto, daou dreust ennan, unan bihan hag unan bras ; digaset a oe eur skeul, ha grêt d’an tad Nikolas Pik pignal enni da gentan ; ar merzer kalonek, goude bezan bet an absolven digant e genvreudeur, a vriataas hag a absolvas aneze : « Diskouez a ran d’ec’h hent an nenv, emezan ; heuilhet ac’hanon, ha goude bezan stourmet asambles, e vefomp kurunet asambles ! »