Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/531

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Gouere
531
santez anna

gante ar zonj eus chapel ar Bosenneu, an treo souezus en devoa gwelet o tigouezout er park-ze. Deut oa da garet kement mamm ar Werc’hez, ma n’he galve mui nemet e vestrez vat.

Adalek miz gwengolo 1623, betek ma oe dizoloët skeuden goz santez Anna, Nikolazig ne reas nemet mont eus an eil burzud d’egile : gwech e kleve trouz eur bobl o vale, gwech e kleve kanerien, eun dudi o selaou, gwech e wele eur c’holaouen goar, gwech eur wreg skedus gwisket en gwenn a ’n em ziskoueze dirakan, douget war eur goumoulen.

D’ar 25 a viz gouere 1624, war-dro unnek heur noz, Nikolazig a oa gourvezet en e garti war eur feusken blouz ; en eun tôl, en kreiz eur sklerijen vras, e wel eun itron gaer : « Yvon Nikolazig, emezi, n’ho pezet aon ebet ; me eo Anna, mamm Mari. Lavaret d’ho person e oa gwechall, arôk m’eo bet savet ar gêriaden-man, er park hanvet park ar Bosenneu, eur chapel savet em enor. Nao-c’hant pevar bla warn-ugent ha c’houec’h miz a zo m’eo kouezet en he foull ; c’hoant am eus e vefe savet a-neve ; c’houi a gemero preder gant an dra-ze ; Doue a fell d’ezan e vefen enoret adarre el lec’h-se. »

Nikolazig a yeas da gaout person Pluneret, an ôtrou Roduez ; heman hen c’hemeras evit eun den troet e spered, hag ar paourkez ozac’h a deuas d’ar gêr nec’het bras.

Santez Anna a deuas adarre da gaout he servijer, hag evit diskouez d’an holl n’eo ket hunvreou oa e lavariou, e reas eur burzud neve en e genver.

En noz etre ar 7 hag an 8 a viz meurz 1625, epad ma oa Nikolazig en e wele, eur c’holaouen goar a sklerijennas e di, ha santez Anna a lavaras d’ezan goustadik : « Yvon Nikolazig, galvet hoc’h amezeien ha heuilhet ar c’holaouen-man. Kaout a refet ar skeuden en douar, hag en doare-ze, ar re a ra gwap ac’hanoc’h a welo ar wirione. »

Nikolazig a zihunas Yan ar Rouz, e vreur-kaer, ha pevar gwaz-all eus Keranna. Ar c’holaouen a gerze en o rôk, tri droatad diouz an douar ; kas a reas aneze d’ar Bosenneu. En em gavet eno en kreiz ar park, e chomas a-zav, e savas e krec’h a-benn ter gwech, hag en em guzas en douar.

Yvon a reas neuze d’e vreur-kaer toullan eno ; heman, gant eur bigel, a ’n em lakas da zevel an douar, ha hepdale e kavas ar skeuden vinniget.