Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/550

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
550
3 Eost
relegou sant stephan

kerkent an eskob Yan, gant e genvreudeur, eskibien Sebast ha Jeriko, a ziredas da Gaphargamala. Arôk m’oant arruet, eur bobl bras a dud a oa dastumet er park, hag en o zouez tud klanv gant peb seurt klenvejou. An eskibien a ziskennas er be hag a reas digeri arched sant Stephan. Eur c’houez dudius, lavaret e vije bet eur c’houez eus ar baradoz, a deuas anezan hag a ’n em skignas a bep tu. Raktal an holl dud klanv a oa eno, trizek ha tri-ugent aneze, en em gavas pare. An eskibien, goude bezan poket gant doujanz d’e relegou, a reas o lakat en eun arched presius ; neuze, en kreiz al levenez, e oent digaset da gêr Jeruzalem (25 a viz kerdu 415). Evit derc’hel gwelloc’h sonj eus an devez-se, e oe merket gouel sant Stephan de war-lerc’h gouel Nedeleg. Kerkent ha ma oe savet ar relegou santel, ar glao a gomansas da gouezan, hag e oe fin d’ar gernez er vro.

Ar c’helou e oa kavet relegou ar c’hentan merzer a redas dre ar bed kristen evel eul luc’heden. Kalz ilizou a c’houlennas ma vije distaget eul lodennig evite, hag ar miraklou diniver c’hoarvezet dre o vertuz a lakas da skedi en pep lec’h gloar an avieler kalonek. En nebeutoc’h eget daou vla, dek ha tri-ugent mirakl a oe anzavet gant an Iliz evel miraklou gwirion. Sant Augustin en deus merket meur a hini en e skridou. An eurvad en devoe, zoken, da vezan test eus unan aneze.

— Kêr Hippon, emezan, he devoa bet ar joa da gaout eun darn eus relegou ar c’hentan merzer. Lidou bras a oa grêt evit o digemer, ha laket e oent en iliz-veur war eun ôter. Da Zul-Fask eus ar bla 425, daou zivroad, breur ha c’hoar, o-daou klanv gant eur c’hlenved estlammus, (ne baouezent da grenan eus o holl izili), a deuas d’an iliz. Aboue pempzek devez m’oant en em gavet, ec’h eent bemde betek ôter ar relegou evit goulenn ar pare, mes o feden ’oa ket bet c’hoaz selaouet. Epad an oferen, an den yaouank, harpet ouz balustr an ôter, a gouezas souden d’an douar. An dud diredet evit hen sevel a welas e oa kousket ken sioul ha tra ; ne grene mui. Lezet e oe en peuc’h. Pa zihunas e oa pare. Daerou a joa en e zaoulagad, e kontas e istor dirak an holl. « Ni, emezan, ma c’hoar ha me, a zo ginidik eus Sesare er C’happados. Hon mamm a oa intanvez, dek krouadur d’ezi, potred ha merc’hed. Hon breur henan a oe dinatur awalc’h en he c’henver evit kredi sevel e zorn d’he skei. Hon dek e oamp war al lec’h, ha hini ac’hanomp ne enebas outan. Hon mamm, en dizesper, a lakas en he fenn teuler he malloz warnezan. An de war--