Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/741

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Here
741
sant magloar

et louzeier a-gle hag a-zeou, o welet ne wellae tamm, en em erbedas ouz sant Magloar. An eskob santel, dre e bedennou hag e ouiziegez, a deuas a benn d’e barean. Loieskon, evit diskouez e anaoudegez vat, a roas d’ezan an hanter eus enezen Serk hag a viras an hanter-all. Neuze e c’hoarvezas eun neventi souezus. Lapoused an enezen ha pesked an ôchou a ’n em dennas holl en tachen ar zant. Loieskon, hag en devoa « aour hag arc’hant, mevelien ha plac’hed, kezeg ha loened-korn, douarou edek ha gwiniennou zoken, » ne reas ket kalz a van evit gwelet ar c’holl-ze o c’hoarvezout gantan ; mes e wreg, hag a oa eur plac’h tost, a reas d’ezan tennan digant Magloar e dachen ha rei d’ezan eben. Kerkent al lapoused hag ar pesked a yeas da heul ar zant. O welet kement-se, Loieskon, den a spered hag a galon, a roas an enezen a-bez da Vagloar, daoust da glemmou e wreg. Heman a zavas neuze enni eur manati kaer elec’h ma chômas betek e varo.

Ar manati-ze, evel eun tour-tan en kreiz ’tre an Diou-Vreiz, a sklerijenne war dreo ar bed all ha war dreo ar bed-man, an dudigou kez a oa o chom en enezennou tro-war-dro. Kement hini a gare mont da Zerk a gave eno magadurez evit e gorf hag evit e spered.

Er bla 585, ar gernez a reas gaou bras ouz Bro-Arvor. Enezen Serk, labouret mat gant he menec’h, he devoa berniou ed da ziouered d’an Arvoriz tro-war-dro.

Koulskoude, dont a reas kement a dud da glask an aluzen, ma teuas an irc’hier da vezan goullonteret, ha setu an dienez ive er manati. Darn a lavare kas ar re yaouankan d’ar gêr, ken e vije tremenet ar gernez, mes Magloar ne oa ket jalet d’ober an dra-ze. Fiziout a rê war Brovidans Doue.

Eun devez goude lein, bugale-skol ar manati a deuas d’e gaout, hag o vezan poket d’e dreid, e lavarjont : « Tad, lôsket ac’hanomp da vont d’an ôd evit ne vezo ket hon moueziou skiltrus o harz ar venec’h koz d’ober o c’housk. War an ôd ni ’c’hallo lenn hon c’henteliou a vouez uhel, hag en doare-ze e teskfomp aneze kalz buhanoc’h ».

— Mat, êt d’an ôd, bugale, eme Vagloar, mes bezet fur, ha dizroet d’ar gêr d’an heur.

Ha setu ar bôtred, lorc’h enne, o tiskenn d’ar red d’ar porz-mor. Kaout a reont eno eul lestr koz, mat da netra, hag a oa bet jachet war ar bili. Pignal a rejont ebarz, da c’hoari ; redek a rênt eus an eil penn d’egile hag ober a rênt sin da roenvi. Hogen, en devez-ze e oa reverdi bras. Ar mor a deue warneze, hag i oa ken troet da c’hoari,