Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/853

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 Kerdu
853
gouel ar gonsepsion

pedennou an oferen hag el litaniou, eus ar privilach kaer-ze ; tamallet he deus an Doktored a c’hoantaas enebi ouz ar greden-ze.

Rak-se, d’an 8 a viz kerdu 1854, ar pab Pi IX, oc’h anaout kreden an holl eskibien, beleien ha tud fidel, goude kalz pedennou kinniget da Zoue, bodet endro d’ezan an holl gardinaled, eun niver bras a eskibien deut da Rom eus pevar c’horn ar bed, hag eur bobl diniver a dud fidel eus a bep bro, en deus diskleriet evel eun artikl eus hon fe, eo bet ar Werc’hez Vari diwallet diouz ar pec’hed orijinel, abaoue ar mare kentan m’eo bet konsevet.

Nebeutoc’h evit pevar bla goude-ze, d’ar bemp warn-ugent a viz meurz 1858, ar Werc’hez Vari a ’n em ziskouezas en Lourd hag a ’n em hanvas he-unan : « Me eo ar Gonsepsion dinam. »

————


KENTEL


Peden da Vari konsevet hep pec’hed
Gourc’hemennet gant Hon Tad Santel ar Pab Pi X.


Gwerc’hez meurbed santel, a zo plijet da Zoue adalek an heur gentan, hag a zo deut da vezan e Vamm, Gwerc’hez dinam en ho korf, en hoc’h ene, en ho fe, en ho karante, plijet ganec’h ober eur zell a drugare war an dud kez a c’houlenn en em lakat dindan ho skoazel galloudus.

An drouk-spered eus an ifern, ar c’hentan mallozet gant Doue, a dalc’h siouaz d’ober brezel da vugale Eva ha d’o jachan war hent an droug. C’houi, hon Mamm vinniget, hon Rouanez hag hon Advokadez, c’houi hag hoc’h eus, kerkent ha krouet, flastret e benn d’an enebour touet-se, digemeret hon fedennou ! — Ni ho ped hag hoc’h asped, unanet mac’h omp er memes mennoziou, kinniget aneze da Zoue, evit na deufomp ket da vezan touellet gant ardou an drouk-spered ha re e vevelien, evit na vefomp ket kemeret er lasou a stignont d’imp, evit ma ’n em gavfomp holl en porz ar zilvidigez ; evit ma c’hallo an Iliz hag holl vugale an Iliz kanan, eur wech c’hoaz, kantik an trec’h, an dilivrans hag ar peuc’h.

Evelse bezet grêt.