Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/927

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
927
pardon itron-varia-ar-goz-iliz

War-lerc’h e vab en dour redet.
Siouaz d’ean, neuial n’oar ket ;
Distroadet eo gant ar mare,
O daou en riskl bras o bue.

Gant an itron n’e ket disket
Pedenno ar gatoliked ;
En em lakat ra da bedi
’N doueo fôz d’o farei.

Mes sant Modez a bed ar Werc’hez Vari. Chilaouet eo ; eur wagen a doug an tad hag ar mab war ar zec’h. Gant al levenez o devoa, e prometjont sevel eur chapel d’an Hini ’n evoa o zalvet.

Vit testeni ar burzudo,
Tleer sevel eur chapel vrao,
Eur chapel goant pe eun iliz,
Da darempredi gant Breiziz.

Sant Modez a gan er chapel-ze an oferen gentan hag a ya goude da Bleraneg da gerc’hat eur beleg da lakat en he zervij.

Ar burzudou c’hoarvezet en Kamarel o deus gwriennet don devosion ar Werc’hez ’barz kalonou ar gristenien. Setu kaeran hini a digouezas

Gant pemp den eus a gêr Pontre,
Et en traou gant eur vag neve.

O tremen dre al Ledano,
E lavarent o fedenno,
Daoulinet o femp asambles,
Da westlan o bag d’ar Werc’hez,

Goude ’ch ejont war rôk ganti,
Evit pesketa brizili,
Neve grog e oa al lano,
Pa weljont ’bep tu gwagenno.

N’helled na roenvial na levial,
’Mesk ar gwagenno o ruilhal ;
Daou vartolod batorlet krenn,
Liou ar maro en o c’herc’hen.

Gant anken vras en o c’halon, an tri-all a bed an Itron-Varia-Gamarel, ha setu kerkent,

Daou flamm tân diskennas d’o c’hât,
Unan yeas ’bep tu d’ar vag.

Ar Werc’hez o tiskouez ar golo d’eze, ar pemp martolod a digoue en Kamarel, ouz ar vered, hag a ra ter dro d’hec’h iliz. An daou c’holo a ya ebarz ; int a chom ouz toull an nor da drugarekât o Mamm vat ken ma teu, da veure, ar beleg da lavaret e oferen.

Perak e toug ar chapel an hano a Goz-Iliz ? Ar werz a respont war ze penôs gwechall e oa ter barouz en Planiel : Kamarl, Sant Anton ha Pen-al-Lann ; chapel ar Werc’hez eo « koz iliz » Kamarl.