A vianig am euz pec’het
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout A-vihanik em eus pec’het.
1. A vianig am euz pec’het,
Hag offanset ma Doue,
Ma ine paour am euz lazet,
Ah ! pebes koll vid-on-me !
Gwerc’hes Vari, Mam a drue,
Dre hoc’h anken er C’halvar,
Obtenet d’in digant Doue
Ma sello ouz ma glac’har.
2. Piou a chanjo ma daoulagad
E diou feunten a zaërou,
Ha ma daërou e daërou goad
Da ouelan war ma c’hrimou ?
3. Ia, evit eun netra ziouas !
Me am euz bet dispignet
Madou vel na n-euz bet biskoas
E tensoriou tud ar bed.
4. Gwejal me oe eur pales aour
Da dri Ferson an Dreindet :
Ha breman, ouspen ma’z on paour,
Da Satan me zo gwerzet !
5. O zaë gaer euz ma badeiant,
N’am boa biskoaz komprenet,
Pegement ec’h oan pur ha koant
Keit ha ma ’m euz da viret !
6. Gras ma Jezus, gras ma Zalver,
Genet kentan ma ine,
Pelec’h mont, petra da ober,
Vit ho kaout adare ?
7. Perak n’eo ket deut, hep damant,
Ar maro kri d’am gervel,
Diwar men-font ma badeiant,
Pe maillurou ma c’havel !
8. Neuze da vianan, ma Doue,
N’am bije ket bet tennet
Koler ma Mest ha ma Roue
Warnon evel am euz gret.
9. Pelleit ouzin, fals mignonet,
Pere gant ho skueriou fal,
Ec’h euz abred ma distroet
Genac’h en ho henchou dal.
10. Ho komjou, vel eun ampoezon
Temzet gant an drouk-speret,
Tre betek goelet ma c’halon
Ziouas ! a n-euz treantet.
11. Ma Doue, reit d’am daoulagad
Daërou a wir binijen,
Gret d’in gouelan dru ha kuitat
Ma dizurjou da viken.
12. Me eo an danvad dianket,
Ha c’houi ma Fastor tener :
Euz ar spern hag an drez, hastet
Diluian ho pugel ker !