laqueet é Gallec ac e Brezonnec
◄ D’an Tieien parrez Roslohen ha da ré tro ar Faou | Abars-Comzout | Quenta Pennad. — Deus a guement seurt douar ► |
An ol en deus poan ô guellet al labour pé ar
gonnidegués an douar chom eb guellad, er breiz-izel, dindan ar c’hizou côs. Losquer a reer éves ar
gonnidegues, da dud disquiant ha paour ; ar ré-mâ,
dilézet, eb beza enchet nac aliet, heuliont, abaoé
ar c’hantvédou, ar c’hizou quenta roëd gât hô
zadou côz deus an eil rum dud déguilé.
Couscoudé, en amzériou divezad mâ, ar c’houernérien zo deut da c’houzout talloudeguez ar gonnideguès, ac an dud gouiec, péré ho deus disprizet ivez, zo deut bremâ enclasq er guellad, dre hô squiant ac hô gouiegues.
Meur a leôr da zisqui ar c’hizou labour mad da guellad ar vro, a zo bet gred bremâ, dré dud a squiant ac a studi ; ha ned eoquet ebquen de scrijou é anavézont ar gonnideguès, mes en eun doaré gouiec, dré guellet ha dré lacat laboura hô-unan. Ar goassa zo, ar bretonnet nint quet crê aoualc’h en hô c’hallec evit caout el léouriou-zont, ar c’hélennou talvoudus a zo merquet eno.
Evit squigna ar c’hizou labour nevé, mad da veza diguéméret er vro, ac euliet a-vremâ é tro ar Faou, é meus c’hoanteed ta ober, evit hor gonnidéien, eul léoric var gonnidegués an douar ken ber ha ker leun a alfen. Credet em eus, evit discoueza eassoc’h dan dud eus a béré a zel ar c’hentellou-mâ, d’hô lacat é brezonnec a é gallec quenver a quenver ; bez eo eun doaré, a hendal, da squigna muioc’h-mui ar c’hallec ha d’essaat da ré var-meaz é zisqui.