Abostoled ann drouk

D. Derrien, 1902  (p. 64-65)



ABOSTOLED ANN DROUK
————


Tud lorc’hek ha tud heb kredenn
A lavar n’ez euz ket a Zoue,
E pep leac’h ann Natur, ebken,
Eme c’houi, war bep tra zo Roue ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Ar Relijion zo krouet,
Eme c’houi, gant ar Veleien
Pere gar dalc’her kabestet,
Vel loened, ar c’hinaoueien ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo.
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Ar Baradoz ivez a zo
Eur zorc’henn great evid ar paour,
Evit war ann douar ma poanio,
Heb biskoaz kaout he lodenn aour ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.


Ann Ifern a zo c’hoaz ivez
Eur spountaill, mad d’ar vugale,
Med ann den n’en deuz ket evez
Da daoler oc’h ar spountaill-ze ;
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.

Rag heb Aviel hor Zalver
Ne vo nemet freuz e pep Leac’h,
Enn ho lavariou ma kreder,
Ann drouk d’ar mad a vezo treac’h,
Med kaer ho pezo, c’houi vezo,
Evel ar re ziot ho kredo,
Asinus asinum fricat,
Azened oc’h en em lipat.


————