Abrege eus an Aviel/Chapistr 10

◄   Evit ar bevare sul goude ar Rouane Evit ar bempet sul goude ar Rouane Evit ar c’huec’hvet sul goude ar Rouane   ►


Evit ar pempvet Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hor Salver, a so hênvel ous un den pehini en deus hadet greun mad en e zouar ; mæs epad an noz e adversour a hadas yvre e touez an yd. E servicherien o velet ur maread amser goudeze an yvre o crisqui emesq an yd, a lavaras dezàn : Mæstr, mont a reomp, mar quirit, da zisplanta an yvre-ze. Ne deo quet poent c’hoaz, emezàn, gant aoun na zeuac’h da c’hrizienna er memes amser an yd mad ; mæs gortoït amser en Eaust, neuse e destumot an yvre e deul en tàn, hac e lequeot an yd em grygnol.

Sant Vaze, Ch. 13.
Meditation.

1. Poent. Doue a souffr ar re vechant.

2. Poent. O anduri e dleomp ive gant patiantet.

Considerit penaus Doue a oar tenna ar mad eus an drouc. Souffr a ra ar re vechant, evit exerci patiantet ar re vad. Ma ne vize quet bet a Dirantet, ne vize quet bet a Verzerien.

Doue a souffr ar re vechant evit disquez e batiantet hac e vadelez. Da bep heur, e peb lec’h Doue a so offancet, e peb fæçon ha gant peb sort tud. En em vengi a alfe, ha coll evit james ar re en offans, ha n’er gra guet ; er c’hontrol ober a ra vad dezo : aliez e ro dezo madou en abondans, o c’hlasq a ra, rei a ra dezo amser da ober pinigen, ha ne ancoa netra evit o gounit, heb en em rebuti evit tra ebet. Peguen admirabl eo ho patiantet hac ho madelez va Doue ! Pebez mez evidòn-me beza quen neubet patiant ! An distera tra, ur goms, un netra a ra din en em lacât e coler, en em dransporti, en em vengi.

2. Poent. Considerit penaus pa souffr an Autrou-Doue ar re vechant gant quement a vadelez, e tleit ive hoc’h-unan o anduri gant patiantet herves e exempl. Ho pét câs ous an drouc a reont, mæs arabat eo coll ar garantez a dleit da gaout evit-o. Elec’h o c’hassaat, e tleit quent caout truez out-o, o velet e redont d’o maleur ha d’en em goll da james.

Mar hoc’h eus gallout, distroit-o dious ar goall hent a guemeront. Sicourit-o da sortial anezàn dre hoc’h avisou mad ; da viana goulennit digant Doue ar c’hras eus o c’honversion.

Ar brassa pec’herien a ell en em gonvertissa, na zisesperomp quet eus a zen : hac an nep a so bremâ mad ha just, a ell dont da veza fall ha mechant : en em humiliomp ha n’en em breferomp quet d’ar re a velomp couezet e fautou bras ha scandalus.

Ma ne gouezit quet hoc’h-unan er memes fautou, trugarecaït Doue da veza ho preservet ; songit penaus hoc’h eus defautou all marteze brassoc’h. Alies ne velomp quet hor fautou hon-unan : guelet a reomp ur blousen e lagat hon nessa, ha ne velomp quet un treust en hon hini.

Petra benac memes ne rehech netra deoc’h ho coustians, n’en em istimit quet evit-se mui evit ar re-all, car ne doc’h quet sur ha c’houi a so e gras Doue pe emeas eus e c’hraç ; ne ouzoc’h quet neubeutoc’h c’hoas ha c’houi a bersevero bete ’r fin e stad a c’hraç ; ne ouzoc’h quet ha c’houi a so yvre destinet evit an tàn, pe yd mad pehini a vezo lequeet e grignol an tad a famil.

En em humiliet eta bepret, ha ne zisprigit quet ho nessa ; en em gonsiderit evel an distera eus an oll ; ha credit ne deus den semploc’h na fragiloc’h evidoc’h.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Mar d’oc’h obliget dre hoc’h etat da veva gant tud vechant, tud control, tud vicius, n’hoc’h eus-hu quet cas ha malis out-o, elec’h caout truez out-o, o voelet an danger e pehini emaïnt eus o silvidiguez.

Ne roit-hu quet dezo goal-bedennou, elec’h pidi evit o c’honversion ?

Essât a rit-hu o gounit dre ho patiantet ha da dre ho tousdet.

P e d e n.

O va Doue, quemer a rit patiantet guenê en despet d’an defautou a voelit enòn, en despet d’an offançou a gometàn en hoc’h enep, en despet d’am ingrateri en hoc’h andret ; peguer mechant benac ez oùn, em souffrit, em c’hirit, e rit vad din. Grit dre ho cras ma teuin da imita un exempl quer caër a batiantet hac a vadelez.