Abrege eus an Aviel/Chapistr 13

Prud’homme, 1822  (p. 56-60)



Evit Sul ar Sexagesim.
Abrege eus an Aviel hirio.


UR bobl bras o veza en em assamblet en dro da Jesus-Christ, e lavaras dezo : An Tad a Famill o veza oc’h hada, lod eus an had a gouezas voar an hent, hac a voe flastret gant an treit ha debret gant al laboucet ; lod all a gouezas en un andret meinec, ha souden goude ma voe glaset, e varvas gant ar sec’hor ; darn a gouezas e touez an drez, hac a voe mouguet erfin ganto ; an darn all a goueas en douar mad, hac a zougas greun en abondans. E Zisquibien o veza goulennet digantâ petra sinifie quemense, e lavaras dezo : an had eo comsou Doue : an had pehini a gouezas var an hent hac a voe flastret gant an treit, a represant er re a cheleo comsou Doue hep ober reflexion ebet, hac a goll quer buan goudese ar memor hac ar sonch anezo. An had pehini a goueas en douar meinec hac a vervas gant ar sec’hor goude ma voe glaset, a represant ar re a receo gant joa comsou Doue, mæs pere evel ne dint quet fontet mad er vertu, a goll courach pa gavont un difficulte benac da drec’hi. An had pehini a grescas e touez an drez hac a voe mouguet gant-o, a represant ar re pere goude beza chelaouet comsou Doue, a zeu d’o mouga enno o-unan dre ar sourciou re vras eus ar vuez-mâ, pe dre an attaich o deus evit madou ha plijadurezou ar bed. Erfin ar pez a goueas en douar mad hac a zougas frouez en abondans, a verq ar re pere goude beza chelaouet gant un disposition vad comsou Doue, o deus sourci d’o c’honservi en o c’halon, ha da brofita anezo.

Sant Lucas, Ch. 8.
Meditation ha Reflexion voarnomp hon-unan.

Pegueit amser so aboe ma clevàn comsou Doue er Sermoniou, en Instructionou, el Lecturiou santel, pe seurt profit am eus-me tennet anezo ? Pe seurt frouez en deus produet em c’halon an had divin-ze ? A be seurt faut oùn-me en em gorriget ? E petra oùn-me guelleet ? Ne doùn-me quet mechantoc’h, viciussoc’h bremâ evit ne voàn dec, uguent, tregont vloas so ?

Petra so caus eta o clevet quement a instructionou santel, ma e reculàn elec’h avans en hent ar silvidiguez ? Roït din sclerigen, va Doue, evit e anaout. Allas ! ne chelaouàn quet ho comsou divin gant an dispositionou requis : ne ràn reflexion ebet varnezo : va speret ha va c’halon a so evel un hent bras, digor da bep seurt songesonou ha desirou væn, pere a ra din coll en un instant ar memor hac ar sonch eus an instructionou mad a glevàn.

Mar chelaouàn aviziou gant joa comsou Doue, mar en em santàn neuse touchet, va santimanchou ha desirou mad na zeuont-ii quet souden da vouga ha da vervel em c’halon dre an affection dereglet am eus evit ar madou pe evit plijadurezou ar bed ?

N’am eus-me quet ur galon calet evel ar maen ? Na resistàn-me quet, o va Doue, ous ho mouez pehini a glevàn ous va guervel ?

Pegueit amser so aboe em sollicitet hac em pressit da guitât ar pec’het-ze, da renons d’an debauchou-ze, d’an ebatou-ze, d’en em reconcilia gant ma adversour, da frecanti ar Sacramanchou, d’en em gonvertissa ; ha n’em eus quet c’hoas ar gouraich d’e ober ?

Pebes sujet n’am eus-me quet da gaout aoun, va Doue, na serviche un deiz evit ma c’hondaonation ho comsou, pere a dlie servichout d’am santifia mar em bize grêt guell usaich anezo ?

Pardonit din va negligeans ha va infidelite. Me a guemer hirio ar resolution da selaou hivisiquen ho comsou divin gant intantion vad da brofita anezo, ha d’o c’honservi doun em c’halon evit regli va buez diout o.

Plige gueneoc’h, va Doue, c’hui pehini a ene va sempladurez, va inconstans ha va fragilite, rei din an nerz hac ar gouraich da gommans ha da beurachui ar pez a inspiret din, pe a vezo discleriet din eus ho perz.