Abrege eus an Aviel/Chapistr 15

Prud’homme, 1822  (p. 65-68)



Evit Merc’her al Ludu.
Meditation var ar sonch eus ar maro ha var ar profit a ellomp da denna anezàn.


COnsiderit penaus intantion an Ilis er ceremoni santel eus al Ludu eo digass sonch deomp eus ar maro ; en ur lavaret da bep hini ac’hanomp : Memento homo, etc. da lavaret eo, Ho pet sonch, map d’en, ne doc’h nemert poultr, hac e tistroot e ludu.

Petra so capaploc’h da zistaga hor c’halon dious ar bed ha d’hon excita da gundui ur vuez gristen, eguet ar sonch eus ar maro ? Petra so creoc’h evit touich ha convertissa ur pec’her caledet en e zisurz ; petra so proproc’h evit consoli un den just en e boaniou hac en e afflictionou, eguet ar sonch eus e fin diveza ? Songit er maro, ha ne bec’hot morse : songit er maro, hac e servichot Doue gant ferveur.

Pet occasion a ganvàn-me bemdez da songeal er maro ! Guelet a ràn bemdez re-all o vervel, pere a lavar din : hirio evidòn, arc’hoas evidoud. Cousquet a ràn er guele e pehini e zleàn mervel : mont a ràn bemdez d’an Ilis da behini e vezin douguet un deiz : pidi a ràn var beïou va zud coz : querzet a ràn var an douar dindan pehini e vreinin : cleout a ràn bemdez o son ar memes cloc’h pehini a avertisso ar re-all eus va maro : santout a ràn memes infirmiteou pere am avertis avoalc’h n’am eus muy cals amser da veva.

2 P. Evit ma vezo ar sonch eus ar maro profitabl evidoc’h, livirit deoc’h hoc’h-unan : mervel a rin : ar c’horf-mâ a behini e quemeràn quement a sourci a vreino hac a vezo rentet e ludu : ar bed ne vezo muy netra evidòn : ancouet e vezin ennàn evit bepret. Mar quivit ar sonch-ze trist ha c’huero, ar feiz hac an esperans en dousaï hac en rento consolant evidoc’h.

Ne d’eo quet avoalc’h songeal e teui ar maro, ret eo songeal e teui souden. Ar vuez-mâ a so ber : tremen a ra evel ur squeud ; ar maro ne ell quet eta beza pell diouzomp. Livirit eta alies deoc’h hoc’h-unan : ar bloas-mâ, ar zun-mâ, en deiz-mâ a ell beza an diveza eus va buez. Guelet a ràn re-all o vervel pere a oa quer yaouanc ha quen dispos ha me. Meur a hini a vez surprenet gant ur maro subit e creiz o nerz hac o brud. Ar memes tra a ell erruout guene-me ; ret eo din eta en em zerc’hel var evez gant aoun na venn suprenet : ret ê din regli ervad va buez : ret ê din en em lacât e stad da vont dirac Doue pa bligeo gantàn va guervel : ret ê din ober bremàn ar pez a garren da veza grêt en heur ar maro : ret ê din tremen peb deiz eus va buez evel pa dlefen mervel en deiz-ze.

Gouelit petra a raï muy a boan deoc’h voar ho maro, ha quemerit ar resolution da lacât urz e quemense.

Gouelit petra a illit ober bremàn hac a garrac’h da veza grêt pa viot en hoch heur diveza, ha quemerit ar resolution d’e ober.

O va Doue, me ho trugareca da veza roet din amser evit en em brepari da vervel ; pelec’h e ven-me bremàn mar ho pije va surprenet ur bloaz so, dec, uguent vloaz-zo ?

Petra a raën me, ma ve rêt din mervel hirio ?