Abrege eus an Aviel/Chapistr 2

◄   Evit ar sul quenta eus an Azvent Evit an eil sul eus an Azvent Evit an drede sul eus an Azvent   ►


Evit an eil Sul eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.


Sant Yan o veza clevet er prison, e pehini e voa lequeet gant Herodes, ar Miraclou a ree Jesus-Christ, a gassas daou eus e zisquibien evit goulen ountâ hac èn a oa ar Missii. Hor Salver a reas en o fresanç meur a viracl, hac evit oll-respont e lavaras dezo : iit da raporti d’ho Mæstr ar pez hoc’h eus clevet hac ar pez hoc’h eus guelet, ar re zall a vêl, ar re glàn so pare, ar re varo a ressuscit, an Aviel a so preseguet d’ar re baour.

Sant Vaze, Chab. 11.

Meditation var an œuvrou mad ha var ar voyen hac ar facilite hon eus d’o ober.

Sant Yan a c’houlenne dious Jesus-Christ a beza e oa ar Missii ? ha Jesus a respont dezàn dre e œuvrou. Chetu aze ur gouir voyen da rei da anaout petra oump, ha d’en em anaout hon-unan. Diouz ar frouez a zoug ur vezen e anavezer petra eo.

An œuvrou mad a so ar gouir merq eus hor vertu en hor buez : beza e vezint hor c’honsolation en heur ar maro : ober a raïnt hor c’hurunen, hor gloar, hon eürusdet er bed all.

Ar goall actionou er c’hontrol a so ur merq eus hor goall inclination hao eus a gorruption hor c’halon : rei a raint deomp un dristidiguez diremed en heur ar maro, ha beza e vezint hon tourmant er bed all.

Pe seurt œuvrou a rit-hu, pe seurt exempl a roit-hu ? hac èn a aller lavaret hoc’h ho qouelet : cetu aze ur c’hristen mad, ur servicher mad da Zoue ?

Petra a illit-hu da songeal eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, pa sellit ous hoc’h actionou ?

Dont a raï un deiz e pehini e carrac’h beza grêt cals a œuvrou mad, mæs neuse ne allot mui ober : bremâ e illit : perac eta na rit-hu quet ? bremâ hoc’h eus an amser, ar voyen hac an occasion, bemdez hac e peb lec’h oc’h en em acquitta eus a zeveriou ho stad hac ho condition. Ober a illit a bep hini eus hoc’h actionou quellies a œuvr mad, eus hoc’h actionou memes distera hac ordinala, evel oc’h ober ho labour ordinal pe ho servich, mar er grit gant un inantion santel, evit plijout da Zoue, dre garantez evit Doue.

Ar garantez eo a ro da un action e fris hac e merit. Doue a gonsider mui intention vad ha calon an den, evit ne gonsider e action.

Ar c’haëra actionou grêt hep beza raportet da Zoue, a so inutil evit an Eê, hac ar re distera, pa o grêr evit Doue, ne chomint quet hep recompans.

Evit ober œuvrou mad, ne d’eo quet necesser ober œuvrou bras ha dreist-ordinal ; Doue ne c’houlen nemet ar pez a illit. Ne illit quet ober pinigennou rust, evel e deus grêt ar Sænt ; ho labour a so tenn : he bien, andurit a galon vad ar fatig a santit en ho labour, hac offrit ho poan da Zoue. Ne illit quet ober an alusen, n’hoc’h eus quet a gomodite, paour oc’h hoc’h-unan : souffrit ho paourentez gant patientet. Ne illit quet pidi cals ; clàn oc’h : savit a amser-da-amser ho calon varzu Doue, andurit ho clènvet gant resination d’e volonte divin, unisset ho souffrançou gant re Jesus-Christ. Er fæçon-ze ema bepret en ho callout ober œuvrou mad.

Reflexion varnomp hon-unan.

Petra oun-me ? Pe seurt œuvrou a ràn-me ?

Respontit hoc’h-unan.

Ne ràn-me quet mui a re fall evit a re vad ?

Respontit.

Ma guella actionou memes petra a dalont-y dirac Doue ? Evit piou o gràn-me ? O offri a ràn-me da Zoue ?

Respontit.

Un deiz e carren beza grêt va oll actionou evit Doue, petra vir ouzin-me n’er gràn quet ? Ah, ah ! ret eo din commanç d’e ober eus a vremâ, a hirio.

O va Doue, pa songeàn ne estimit netra ar c’haëra actionou, ma ne vent grêt gant un intantion santel, hac e recompansit gant liberalite ar re distera, pa vezont grêt evit ho cloar ; pebes queuz am eus-me da veza en em servichet quen nebeut bete vremâ eus ur voien quen æz da ober ervad va oll actionou ! Pebes tensor a veritou n’am bije-me quet acquisitet, hac am eus collet dre va negligeanç, siouaz, din !