Abrege eus an Aviel/Chapistr 22

Prud’homme, 1822  (p. 94-99)



Evit ar Yaou Amblit.
Meditation voar an Action a c’hras goude ar Gommunian.

1 P. An obligation hon eus da ober neuse hon action a c’hras.

2 P. E pe feson e tleomp e ober.


COnsiderit penaus goude ma hoc’h eus bet an eur da Sacramanti, e tleit chom ur maread amser en Ilis evit trugarecat Doue : meur a ræson hoc’h oblich da guemense.

Da guenta, an anaoudeguez-vad a dleit da Zoue evit ar brassa eus an oll donæsonou pehini en deus grêt deoc’h.

D’an eil, ar respet a dleit d’ar vajeste eus a Zoue pehini hoc’h eus an eur da bossedi en ho calon.

D’an drede, an exempl vad a dleit da rei d’an nessa.

D’ar bevare, ho profit hoc’h-unan ; car trugarecât Doue eus ur c’hras, eo meritout receo digantâ grajou nevez. Neuse ive ema an amser ar favorapla evit obteni e sicour hac e asistans en hoc’h oll ezomou.

Ouzpenze pebes consolation, pebes joa interieur, pebes dousder ne santer quet er mare-ze oc’h en em antreteni calon-a-calon gant e Zoue !

2 P. Considerit petra a renquit da ober en hoc’h Action a c’hras.

Da guenta, adorit Jesus-Christ pehini hoc’h eus an eur da bossedi enoc’h, ar Roue a c’hloar pehini a ra eürusdet ar Sænt hac an Elez en Eê.

D’an eil d’e drugarecât gant an oll ferveur a behini oc’h capabl, eus ar vadelez en deus bet d’ho pisita ha da antren en ho calon.

D’an drede, evel ma zeo e garantez e deus grêt dezan en em rei deoc’h, rentit dezan carantez evit carantez.

Ne deo quet necesser evït ober quemense, lavaret cals a dra : oc’h en em humilia hac oc’h en em zerc’hel en ur silans leun a respet, a admiration hac a garante dirac Jesus-Christ, e illit e adori hac e veuli ; ha renta dezàn actionou a c’hras quer couls, ha marteze gouell, evit na raec’h dre gals a oræsonou.

D’ar bevare, goude beza en em acquitet eus an deveriou-ze a respet hac a garantez e quénver hor Salver adorabl, exposit dezàn gant fizians ho poaniou, ho miseriou, ho tentationou, ho sempladurez, ha goulennit digantàn ar graçou a bere hoc’h eus ezom. Ha betra e ouf-èn ho revus, goude beza en em roet e-unan deoc’h ?

En em arretit goudese un neubet amser da chelaou e goelet ho calon petra a c’houlen ive Jesus-Christ digueneoc’h ; ha mar desiret e accorde deoc’h ar pez a c’houlennit digantàn, accordit dezàn da guenta ar pez a c’houlen digueneoc’h.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

N’am eus-me quet manquet avoejou da renta gras da Zoue goude ar Gommunion.

N’oùn me quet sortiet eus an Ilis quer buan n’am boa Sacramantet.

Lavaret a ràn ur beden benac, mæs ha songeal a ràn-me er principala tra a dleàn neuse da ober, peini eo consideri ar c’hras caër am eus recevet, consideri ar vadelez eus Jesus-Christ da veza deut d’am bisita ha d’en em rei e-unan din ? Songet am eus-me d’e adori, d’e drugarecat, da renta dezâ carantez evit carantez ?

Ne d’oùn-mé quet bet o Sacramanti heb goulen gras ebet digant Jesus-Christ, na quemer resolution vad ebet ?

Mar em eus lavaret devotamant ar pedennou merquet en Heuryrou evit an action a c’hras, n’am eus-me quet credet em boa grêt tout, ha n’em boa muy netra da ober, heb songeal da veilla goudeze gant mui a sourci voarnon ma-unan evit conservi ar c’hras em boa recevet ?

P e d e n.

Pardonit din, va Doue, an neubet a sourci am eus bet bete vremàn da ober ervad va Action a C’hras ; aoun bras am eus na ve quemense caus ma em eus tennet quen nebeut a frouez eus a guement a gommunionou am eus grêt.

Gant pebes devotion ha pebes contantamant a raën-me, o va Doue, va Action a c’hras, ma en em dennen eus an Daul santel gant ar ferveur admirabl a sant neuse an eneou mad ha devot ! Lamit, me ho suppli, ô va Jesus, lamit ar yenien eus va c’halon, hac alumit en hi an tan eus ho carantez, evit ma lacaïn va oll joa d’ho trugarecât eus ar c’hras caër hac eus an donæson precius a rit din er gommunion santel.