Abrege eus an Aviel/Chapistr 41

◄   Evit an 3 sul goude ar Pantecost Evit ar 4 sul goude ar Pantecost Evit ar 5 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar bevare Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o veza voar bord ar mor a Diberiat, pa en em velas presset gant ar foul a bobl pehini a daustee ountàn evit clevet comzou Doue, a antreas e bâg Sant Pêr, hac o veza azeet er vag, e instrue ac’hano ar bobl. Goude e instruction ; e lavaras da Bér : taulit ho rouejou evit pesqueta. Pêr a respontas ; va Mæstr, labouret ha poaniet hon eus epad an nôs, ha n’hon eus quemeret netra : cousgoude pa en ordrenit din, me a daulo va rouet evit obeissa deoc’h. O veza e c’hreet, e quemeras ur gantite quer bras a besquet, ma torre ar rouet. Ober a reas sign da re-all a voa en ur vag all da zont d’e sicour ; dont a resont, hac an diou vag a voe carguet a besquet.

Sant Lucas. Ch. 15.
Meditation voar an Obeissanç.

1. P. Ret eo d’an oll obeissa.

2. P. E pe fæson e tleer obeissa.

Consideri penaus ne deus den n’en deus ur Superieur bennac, da neubeta en un dra benac, hac evelse ne deus den na dle obeissa. Ar Roue hac ar Brincet pere ne zapandont nemet eus a Zoue er gouernamant temporel eus o Stadou, a so sujet da Lesennou Doue ha da re an Ilis, anaout a reont ur Superieur benac evit direction o c’houstians ; ha gant aoun ne raent netra a-enep ar justis pe enep avantaich ar bobl, en em c’houernont dre avis o c’honsaill.

Ne deus dignite ebet na puissans ne anaf ur buissans all superior, da behini par consequant e tle en em soumeti hac obeissa. Ur subordination, ur sugidiguez eo établisset gant ar Brovidans divin er gouernamant eus ar bed-mâ, pehini a-nez quemense ne alfe quet subsista nac en em gonservi. Ma ne ve quet a urz er bed, ma ne ve quet a sugidiguez hac a obeissans, ne ve guelet nemet disurz ha pep seurt fallagriez.

Beza hon eus oll Superioret spirituel evel hor Pastor hac hor C’hovesour, da bere e tleomp obeissa, rac carguet int eus hon eneou ; derc’hel a reont en hor c’hénver plas an Autrou Doue ; anezo eo en deus lavaret Jesus-Christ : Piou benac ho cheleo, am cheleo me ; ha piou benac ho tispris, em dispris me. An dânvad pehini ne heul quet e Bastor, pe a bella dioutàn, a so en danger da veza taguet gant ar bleizi.

Beza hon teus superioret temporel, evel ar Roue hac ar re a command eus e berz, da bere e rencomp sugea ; car ne deus quet a autorite legitim, eme an Abostol S. Paul, a guement na zeu a Zoue, hac an nep a resist ouz ar Puissansou etablisset gant Doue, a resist ous Doue memes.

Beza ez eus erfin Superioret domestiq ouz pere e tleer senti. Pebes disurz na ve quet en un ty e pehini ne obeisse quet ur vreg d’e friet, ar vugale d’o zad ha d’o mam, ar servicherien d’o mæstr.

2 P. Considerit penaus evit obeissa gant merit, eo ret obeissa pront, heb dale, heb clasq digare, obeissa a galon vad, joaüsamant, heb murmur, heb resoni, obeissa nonpas dre gontrain, mæs dre vertu.

Obeisset dre garantez evit an hini pehini evit ho prena hac ho savetei, a so en em rentet obeissant bete ar maro, hac ar maro eus ar Groas, ha pehini, evel a lavar Sant Bernard, a oue guell gantàn coll ar vuez eguet coll an obeissans.

Obeissit evit Doue, obeissit abalamour ma en ordren Doue deoc’h ; en ur guer obeissit d’ho Superioret evel da Zoue memes, o consideri Doue en o fersonaich.

Considerit obeissans parfet S. Pêr, ha deut d’e imita, tremenet en devoa an nôs o pesqueta, heb beza quemeret netra ; cousgoude querquent ha ma lavaras dezàn e Væstr divin distrei d’ar besqueres, ez eas rag-eon : n’en em arretas quet da represanti d’e Væstr e oa squiz, na d’e bidi ma pliche gantâ deport an nôs varlerc’h, na da lavaret ne oa quet an deiz quer favorabl hac an nôs evit ar besqueres, mæs heb replica netra e obeissas pront ha joaüs.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Obeissa a ràn-me d’am Superioret a Ilis ? Observi a ràn-me fidelamant o reglamanchou, o statujou, o avisou mad ?

Obeissa a ràn-me d’am Superioret temporel, d’ar Roue ha d’ar re a zalch e blas, miret a ràn-me o lesennou ? En em soumeti a ràn-me d’o ordrenansou ?

Obeissa a ran-me da guement hini en deus carg hac autorite voarnon ?

Obeissa a ràn-me pront hac a galon vad ?

Obeissa a ràn-me d’am Superioret evel da Zoue memes ?

P e d e n

Roït din, va Doue, ur speret humbl hac obeissant, ha va c’hreaït er resolution a guemeràn d’ho consideri bepret e personaich va Superioret, ha da obeissa dezo evel deoc’h hoc’h-unan.