Abrege eus an Aviel/Chapistr 46

◄   Evit an 8 sul goude ar Pantecost Evit an 9 sul goude ar Pantecost Evit an 10 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an navet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


HOr Salver o sellet ouz ar guær a Jerusalem, ha touchet o consideri ar maleuriou a bere e voa-hi gourdouset, a scuillas daëlou. Neuse e tisclerias an distruch hac an oll drouc a dlie erruout gant ar guær ingrat-ze, pehini e devoa refuset da anaout he Redampteur. Goudese o veza antreet en Templ e chasseas ar re a gavas o trafiqua ennàn, en ur lavaret dezo : scrivet eo : va zy a zo un ty a oræson. Hac ober a ree bemdez instructionou ebars en Templ.

Sant Lucas, Ch. 19.
Meditation voar ar respet a dleer da gaout en Ilis.

Respeti a dleomp an Ilis abalamour ma eo ty an Autrou Doue hac un ty a oræson, hac abalamour d’ar graçou hon eus recevet enny.

Consider, va ene, penaus an Ilis a so ty an Autrou-Doue, ur plaç santel dediet ha consacret da Zoue destinet evit celebri an Ofiç divin, evit cana meuleudiou an Autrou-Doue, evit offri ar Sacrifiç adorabl eus an Oferen.

An Iiis a so un ty a oræson destinet evit presanti da Zoue hor pedennou, evit exposi dezàn hon ezomou, evit goulen e sicour hac e assistanç. Eno ispicial eo en em blich an Autrou Doue ous hor chelaou hac o tistribui deomp e c’hraçou.

Gant pebes respet na dleàn-me quet en em zerc’hel en ur plaç quer santel ; Na dleàn-me quet beza occupet hepquen da adori, da veuli, da c’hlorifia Doue, d’e drugarecât eus e oll madelezou ; ha da c’houlen evit an amser da zont an oll graçou necesser evit va silvidiguez.

Consider, va ene, ouzpenze peguement a c’hraçou, peguement a Sacramanchou ac’h eus recevet en llis, peguement a instructionou ac’h eus clevet, ha peguement a c’hraçou particulier en deus accordet Doue did : na dlees-de quet caret, enori, respeti ul lec’h e pehini an Autrou-Doue en em zisquez bemdez quer favorabl en da andret.

Reflexion voarnomp hon-unan.

E pe fæçon en em gomportàn-me en Ilisou ? Ne antreàn-me quet en Ilis gant neubetoc’h a respet evit na antreen e ty un den a enor ?

Na ven-me quet indevot, dibarfet, immodest ?

N’en em arretàn-me quet da sellet en dro din pe da gauseal ?

Ne scandalizàn-me quet an assistantet dre ma immodesti pe dre ma irreverançou ?

Goulennit pardon digant Doue eus an neubet a respet hoc’h eus bet evit e Vajeste adorabl.

Quemerit ar resolution da repari dre ho modesti ha dre ho ferveur ho fautou tremenet hac ar goal exempl ho pe roet.

Na barlantit morse en Ilis heb necessite, ha c’hoas comsit isel ha goustat, hac e berr gomsou. En em zalc’hit bepred en ur postur humbl hac edifiant, ho taoulagat isel pe troet ouz an Auter.

Pa antreit en Ilis, lisit er mæs pep sonch ha pep souci eus hoc’h afferiou, evit songeal e Doue hepquen hac e silvidiguez hoc’h ene. Ha pa reot ho pedennou voar beïou ho tud coz, songit e teuot ive dy heb dale da occupi ar plaç a so destinet deoc’h. Pa zouger ho corf da vreina ebars er be, petra a garrec’h-hu beza grêt evit silvidiguez hoc’h ene ? Pe seurt istim a reot-hu neuse eus a guement a so er bed ? Chelaouit an avisou a ro deoc’h ho tud coz, a bere ar c’horfou a so er beïou-ze ; ma ellent parlant, pebes cusul a roent-ii deoc’h ? En em antretenit er songesonou mad ha saluter-ze : contribui a ellont cals d’ho renta modest ha devot, ha capabl int d’ho convertissa peguer bras pec’her bennac e ouffac’h beza.

Ma Salver ha va Doue, gourdouset ha chasseet hoc’h eus an Templ ar re en em gomporte ennàn en ur fæçon direspet ; ha tretet hoc’h eus gant dousder ar re a oa coueet e fautou all. Disquez a ret dre quemense peguement e tisplich deoc’h an irreveransou a gommetter en Ilis, ha disqui a ret deomp peguer bras eo hor faut ha pebes maleur eo evidomp crisqui an nombr eus hor pec’hejou er memes plas ma tlefemp goulen hac obteni ar pardon anezo.

Pardonit din, va Doue, ar fautou eus va yaouanctis ha ma ignoranç.