Abrege eus an Aviel/Chapistr 5

Prud’homme, 1822  (p. 18-22)



Evit ar Sul goude Nedelec.
Abrege eus an Aviel hirio.


AN Itron Varia a zougas Jesus d’an Templ evit e bresanti d’e Dat Eternel. Rancontri a eure eno Simeon, pehini goude beza e anavezet evit ar Messii hac e adoret, a brofetizas dezi penaus he Map divin a andurje cals abers an dud, ha penaus hi he-unan e devije he c’halon mantret gant glac’har o velet ar goal dretament a vize gret d’he Map. Discleria a eure ive dezi penaus petra benac ne oa deut Jesus er bed nemet evit silvidiguez ar bed-oll, cals cousgoude dre o faut ne zeuzent quet da brofita eus a c’hraç ar Redemtion, ha penaus evelse e vije he Map ur sidn a silvidigaez evit cals, hac ur sign a reprobation evit cals a re all.

Sant Lucas, Ch. 2.
Meditation var an necessite da heulia ha da imita Jesus-Christ.

Considerit penaus hor c’henta hac hor brassa studi a dle beza da gontempli buez Jesus-Christ evit e imita. Hor squér hac hon exempl eo. Discleria a ra deomp penaus mar fell deomp beza eus an nombr e servicherien, e tleomp absolumant mont d’e heul. Lavaret a ra da bep hini ac’hanomp evel ma lavaras d’e Zisquibien : roet am eus exempl deoc’h, evit ma reot ec’his ma em eus gret va-unan : mar doùn bet humbl, douç ha patiant, mar em eus pellaet dious an enoriou, mar em eus renoncet d’ar plijadurezou, mar em eus douguet va c’hroas, mar em eus souffret hep en em vengi hac heb en em glem, mar em eus pardonet d’am adversourien, ez eo evit hoc’h angagi d’am heulia e quemense.

Jesus en deus gret abondamant eus e gostez quement a oa ret evit hor savetei ; disquezet en deus deomp hent an Eê, hon instruet en deus dre e zoctrin ha dre e exempl ; hon dilivret en deus a buissanç an drouc-speret ; hon reconciliet en deus ganc Doue e dad ; roet en deus deomp an oll moyenou a silvidiguez : mæs goude quemense-oll, ma ne reomp un usaich mad eus e c’hraçou, ma ne heuliomp quet an hent en deus desquet deomp, ma ne zeuomp d’e imita, quement en deus gret evidomp, quement en deus souffret, an oll goad en deus scuillet, a vezo inutil deomp, ha ne servicho nemet evit hor brassa condaonation.

Reflexion varnomp hon-unan.

Heulia a ràn-me Jesus-Christ ? e imita a ràn-me ? va buez hac hi so henvel ous e hini ? Jesus en deus caret ar baourente : ganet eo bet, bevet en deus, ha maro eo en ur baourente vras. Ne garàn-me quet er c’hontrol madou an douar : n’am eus-me quet va c’halon stag outo ? mar em eus dienez eus un dra benac, na zeuàn-me quet d’en em jala ha da vurmuri ?

Jesus a so bet humbl, ha me n’oun-me quet ourgouillus ha superb !

Jesus a so bet douç ; ne doun-me quet colerus ?

Jesus en deus pardonnet d’e adversourien ; ne glasquàn-me quet d’en em vengi eus va re ?

Jesus a so bet patiant. ha ne fell din souffri netra.

Jesus a so bet dispriget ; hac e fell din beza enoret ?

E vuez a so bet leun a boaniou hac a souffrançou ; ha me ne glascàn nemet beva em æz hac em flijadur.

O va Salver, peguen dishenvel eo va buez dious hoc’h hini ! Peguer ravisset oùn-me, pa gonsideràn ho vertuziou ! Mæs peguer spontet oùn-me, pa sellan ous ma viçou !

C’hui eo va mæstr, va squêr ha va exempl ; hoc’h imita hac hoc’h heulia e peblec’h a fell din hivisiquen gant ar sicour eus ho craç.

Ma sicourit da regli va oll actionou ha va oll desirou hervez ho re, da gonsideri gant disprijanç eveldoc’h madou, enoriou ha joaüsdet ar bed ; ha da gridi parfet penaus ar brassa avantach hac ar brassa consolation a allàn da gaout er vuez-mâ, eo hoc’h imita hac hoc’h heulia.