Abrege eus an Aviel/Chapistr 52

◄   Evit an 14 sul goude ar Pantecost Evit an 15 sul goude ar Pantecost Evit ar 16 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar pemzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


PA antree Jesus er Guær a Naïm gant e Zisquibien hac ur foul bras a bobl pehini en heulie, e touguet d’an douar map uniq un Intâves pehini a ïoa affliget meurbed. Hor Salver a sellas a druez out-y, hac a lavaras dezi ; na voelit quet. Neuse e taustaas hac e touchas ouz an arched, hac e lavaras : Den yaouanc, savit, me en ordren deoc’h. Sevel a eure en instant, ha Jesus èn rentas leun a vuez d’e Vam. An oll a voe soueset hac estlamet. Renta a resont gloar da Zoue, ha lavaret a rent entrezo : Ur Profet bras a so savet en hon touez, ha Doue so deut da visita e bobl.

Sant Lucas. Ch. 7.
Meditation voar ar ber amser eus ar vuez-mâ.

Considerit penaus an dud yaouanc a varv couls hac ar re goz. Ar yaouanctis, an nerz, ar yec’het ne allont quet resista ouz ar maro.

Hor buez a verra bemdez, hac ar maro a dausta bepred.

Hor buez a dremen evel ur squeud en ur moment. An deveziou, ar misiou, ar bloavesiou eus hor buez, en em heul an eil eguile quer buan, ma varvomp pa hon eus a boan commancet mad da veva.

Pa songeomp en amser dremenet eüs hor buez, peguer ber n’er c’havomp-ni quet ? An amser da zont, pa vezo ive tremenet, a gavimp quer ber hac èn.

Na staguit quet eta ho calon ouz ar vuez-mâ, ha songit e rencot souden quitât ho madou, ho ty ; ho plijadurezou, ho querent, ho mignonet.

N’en em liquit quet e poan da veva pell amser ; mar d’oc’h mechant, ho puez ne vezo nemet re hir ; mar fell deoc’h en em sanctifia, hoc’h eus amser avoalc’h d’e ober, peguer ber benac ve ho puez.

2 P. Pa n’emaoump er bed-mâ nemet en ur dremen, pa ne domp nemet pelerinet ha tud divroet, troomp hor speret hac hor c’halon varzu an Eê pehini eo hor bro hac e pelec’h e tleomp beva eternellamant.

Songeomp da impliga hervad evit an eternite ar rest eus an amser hor pelerinaich. Labouromp da veritout ur plaç etouez an habitantet eürus eus ar Jerusalem celestiel. Querzomp queit ha ma velomp sclerigen, gant aoun na vemp surprenet gant an noz.

Doue en deus cuzet ouzomp an deiz diveza eus hor buez, evit ma vezimp e pep devez evel pa dlefemp mervel en deiz-ze.

Ma oufac’h n’ho pe muy nemet ur miz da veva, petra ne raec’h-hu quet evit assuri ho silvidiguez ? Ha marteze n’hoc’h eus quet un devez.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Songeal ha cridi a ràn-me n’am eus nemet neubet a amser da veva ?

Ne fiziàn-me quet em yaouanctis, em yec’het, em nerz ? Peguement a re-all a so bet tromplet evelse ?

N’en em gomportàn-me quet evel pa ne dlefen quet mervel, ha ma tlefen beva bepret er bed-mâ.

Petra ra din-me caret quement ar vuez-mâ ? Ha cavet am eus-me biscoas enni ur gontantamant parfet ? Ne santàn-me quet avoalc’h ez eo leun a boaniou hac a viseriou ? Da bed danger evit va silvidiguez n’oun-me quet exposet ? Seul vuy e vevin, seul vuy a gont em bezo da renta.

P e d e n.

O va Doue, grit din compren muy-oc’h-muy ar ber amser eus ar vuez-mâ, anaout ar fragilite eus a oll vadou an douar, consideri ar bed-mâ evel un exil hepquen hac un traouen a zaëlou, hac huanada bepret varlerc’h ar vuez eürus hac an demeuranç eternel eus an Eê, pehini eo va guir bro.